 
                    Banne glav ebet  ‘baoe bloaz
Disec’h eo ar c’hoadoù siwazh
Teñval du buhez al loened
Trist kenañ ha fall galonet   
Nag a reuz  Nag  a reuz
Nag a reuz er c’hoad
Nag a reuz  Nag  a reuz
Nag a reuz er c’hoad
  
‘R pezh taol arnev a-daol-trumm
Glav ha luc’hed ha kudurun
‘R burzhud  kaer war an draonienn
‘L loened troet da sonerien    
Nag a reuz  Nag  a reuz
Nag a reuz er c’hoad
Nag a reuz  Nag  a reuz
Nag a reuz er c’hoad
Trompilh gant an aotrou lapin
Violoñs skiltr  gant an heureuchin
Gitar lektrik gant  ar bleiz,
Bombard gant ar pemoc’h gouez       
Diskan
Piano tredan ar c’hazh-koad
Boest an diaoul oa gant ar c’had
Gant al louarn ‘n  dreujenn gaol
Al laboused     ‘ren an holl    
Diskan
Sul d’an noz ‘oa Rap Opera
Merc’her ‘oa un Tekno Salsa
Sadorn fest-deiz  ha fest-noz
Gwener Reggae ar re gozh    
Diskan
Met ar gwez a lâras : O !
‘Walc’h ! a  gleme ar gwez dero
Sioul ! a huche ar gwez gistin
Kit da sutal ! Ar gwez ivin    
Diskan
Nag ar reuz ‘me ar sorserez
Tan  a vezo !  Taolit evezh !
Gant a reuz  n’hellan ket kousket
Sioul ‘mod-all  vo ket glav ken    
Diskan
Kerkent renket ar binviji
Deuet oa ar sioulder en ti
Holl oant  distroet  ‘n o glud
Gwez, sorserez  o roc’hal yud      
Diskan 2
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
   

