Les Inédits

Les chansons qui n'ont pas (encore) trouvées leur place sur un CD se trouvent ici. Nouvelles compos, inspiration du jour, textes en attente de muzik, round pagan pour petits et grands.... en Français, e Brezhoneg....

Catégorie

N'am eus ket aon

N' am eus ket aon

1
Ne lakin ket va chupenn
N’em eus ket aon N’em eus ket aon
Ne lakin ket va chupenn
N’am eus ket aon Rak ar yenijenn

2
Ne lakin ket va mantell
N’am eus ket aon rak an avel

3
Ne lakin ket va c’habig
N'am eus ket aon rak ar glavig

4
Ne lakin ket va heuzoù
N'am eus ket aon rak ar poulloù

5
Ne lakin ket va boned
N'am eus ket aon rak al luc’hed

Boudouboudouboum takadadadakak
Opopop ar c’hurun a strak

Ha Gwelloc’h eo ganin
Lakaat mantell, lakaat vestenn
Ha Gwelloc’h eo ganin
Lakaat kabig, Lakaat heuzoù,
Ha Gwelloc’h eo ganin
Lakaat mantell, vestenn, kabig, heuzoù, boned hag all


Round ar vugale “strob an niveroú"

1
Pa ya dek war e giz
War nav e kouezh atav

DISKAN
O lala lala lala
Na strobet an niveroù
O lala lala lala
Na strobet an niveroù

2
En ur gilañ war eizh
Alies e stok ouzh seizh

3
Hag ur pennad war-lerc’h
’Ya da stekiñ ouzh c'hwec'h

4
N’eo ket sempl evit pemp
Dilavar, harp ouzh pevar

5
Rak tri a sav e fri
‘Vit gla-ask laoù da zaou

6
Zo o c’hoari bilibann
Gant ar pa-our kaezh unan

7
Siwazh ar paour kaezh unan
N eus paket ar berr alan

8
Met zero a zo o tiwall
E yafe an holl da fall


KEU TEU PEU

Keu teu peu

KEU TEU PEU

‘Baoe tri bloaz emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe tri bloaz emaon o teskiñ
…….. ar c’hemmadurioù

‘Baoe daou vloaz emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe daou vloaz emaon o teskiñ
……… ar c’hemmadurioù

‘Baoe ur bloaz emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe ur bloaz emaon o teskiñ
……… ar c’hemmadurioù

Hag ur wech all c’hoazh
Div wech all c’hoazh
Teir gwech all c’hoazh
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU

Hag un dro all c’hoazh
Div dro all c’hoazh
Teir zro all c’hoazh
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU

‘Baoe tri miz emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe tri miz emaon o teskiñ
…….. ar c’hemmadurioù

‘Baoe daou viz emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe daou viz emaon o teskiñ
……… ar c’hemmadurioù

‘Baoe ur miz emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe ur miz emaon o teskiñ
……… ar c’hemmadurioù

DISKAN

‘Baoe teir sizhun emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe teir emaon o teskiñ
…….. ar c’hemmadurioù

‘Baoe div sizhun emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe div sizhun emaon o teskiñ
……… ar c’hemmadurioù

‘Baoe ur sizhun emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe ur sizhun emaon o teskiñ
……… ar c’hemmadurioù

DISKAN

‘Baoe tri devezh emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe tri zevezh emaon o teskiñ
…….. ar c’hemmadurioù

‘Baoe daou zevezh emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe daou zevezh emaon o teskiñ
……… ar c’hemmadurioù

‘Baoe un devezh emaon o teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe un devezh emaon o teskiñ
……… ar c’hemmadurioù

DISKAN

‘Baoe tri frantad emaon teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe tri frantad emaon teskiñ
…… ar c’hemmadurioù

‘Baoe tri frantad emaon teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe tri frantad emaon teskiñ
…… ar c’hemmadurioù

‘Baoe ur prantad emaon teskiñ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
‘Baoe ur prantad emaon teskiñ
…… ar c’hemmadurioù

DISKAN
Eurvez, Munutenn, eilenn…..Hag all

Un den barrek ez on bremañ
KEU TEU PEU da C’HEU ZEU FEU
Un den barrek ez on bremañ
…….. War ar KEMMADURIOU


Round billie

Round ar vugale
« Billie »

A benn 10 munutenn
Billie a vo kousket
A benn 10 munutenn
Billie a vo kousket

Tremenet eo ar bornig
Poent dezhi ober chouchig
Kousk kousk eta Billie
Kousk kousk eta Billie

Kousk kousk eta Billie
Kousk kousk eta Billie

A benn 9 munutenn
Billie a vo kousket
A benn 9 munutenn
Billie a vo kousket


Round kaktus

ROUND KAKTUS Dans le désert de Mexikus
Il y a l'y a 10 kaktus

Si tu t'assoies dessus
T'auras très mal à l'anu
laire laire maire la
l'annu l'annulaire la

Dans le désert de ....
Il ya ...... 9 kaktus


Toull ar broc'h

Toull ar Broc’h

Diskan
Gant Toull ar Broc’h
Me a lavar deoc’h
Gant Toull ar Broc’h
N’eus ket a beoc’h

1
‘Baradoz al liñserioù
Er goudor an huñvreoù
Strakerez ha kudurun
Vez ingal hed ar sizhun

Pa tihun diouzh ar mintin
Vez ket ur muzig lirzhin
Pa sach war al liñserioù
E laosk un nebeud brammoù

2
Difoupañ a ra kerkent
Aveliñ ra e skevent
Gant kement-all a vec’h
Ma tiroll brammoù sec’h

Pa lak e votoù rouz
Ken pounner eo e foñs
Ma rank tav poaniañ spontus
Gant strakadennoù flaerius

3
Ha ma n’eo ket un druez
Rankout gouzañv hennez
Eme ar baour kaez Mari
Ur spilhenn ouzh e fri

Paouez Hiroshima
Lavar Mari hep ehanañ
Va gwreg na rez kez ket bil
Rak prestig vo Tchernobil

4
‘N abaster eo ar gwasañ
Re didrouz a deu gantañ
Vel reoù ar seurezed
Diwarno na pet zo marvet

Zoken pa vez gant ‘r zifern
N’eus fin ebet d’an ifern
Difoutre ma vez flaer
Laouen tav ar brammer

Gwelloc'h brammañ e-kreiz ar vro
Eget mervel en c'hwign-tro


Poullig ha morig

Morig ha Poullig
Pa teu c’hoant din d’ober morig
Gervel a ran tadig ha mammig
Vit reiñ din kerkent ar podig
Din d’ober buan va foullig

Setu graet ganin ‘n dakennig
Benn nebeut e vo leun ar podig
Setu graet ganin un dakennig
Benn nebeut e vo morig er podig


Ha chantal kement all

HA CHANTAL KEMENT-ALL ! ! ! ! !

An deiz all kichen Gwital
O lalalalala leno
On en em gavet gant Chantal
O lalalalala leno

Oa ket brav an amzer
An arnev a oa pounner
Ha Chantal kement-all
Ar bleunioù a oa o kreskiñ
Ar gwez a oa o vronsiñ ……..
Ar marc’h o c’hourichal
Ar yar a oa o klochal……….

Evit ober brav dezhi lala
Ni omp daou d’an ostaleri lala

Drebet ul legestr lostek
E bavioù a oa bleveg……….
Da heul oa ur silienn
A denne d’un andulienn........
Ul lipig graet gant dienn
Gantañ oa flear ar c’hignenn……….

Ha Kaset va lip-e-bav
En otel bras e penn ar sav

Ar melezour oa ket stabil
Un tammig en distribilh……..
Ha war ar gwele lid
E ioa gwiad kenid……..
Dindan al liñserioù gwenn
E ioa leun a c’hwenn......
Va ostilhoù maes o stal
Kerkent ’grogas da fringal ....


Round ar vugale “Ar Madigoù”

Ne ‘m eus nemet dek madig E-barzh va godellig
Ne ‘m eus nemet dek madig E-barzh va godellig

Sunomp sunomp un all
Rak ur madig, yopopop
Sunomp sunomp un all
Rak ur madig n’eo ket fall

N’eus nemet nav madig