4ème CD de Jakez Ar Borgn, un mix de chansons douces et moins douces et tistes ou pas. Pour les toutout petits, les moinsmoins petits et les autres
EN DA ZAOULAGAD
1
En da zaoulagad, hon eus lennet alies
Ar bravañ levr, hini ar vuhez
En da zaoulagad, pajennadoù
E glas, kizellet kaer a c'herioù2
En da zaoulagad, gerioù laouen
O fringal evel ur ganaouenn
En da zaoulagad, gerioù karantez
O vouskanañ gwirionez ha levenez3
En da zaoulagad, tonioù dañs
O lidañ madelezh hag an doujañs
En da zaoulagad, c'hoarzhadennoù
Fent alies ha kounnar a-wechoù4
En da zaoulagad, treset an talar
‘Vit hadañ hor yezh a zo en arvar
En da zaoulagad, emañ da galon
Ur galon aour, pinvidigezh gwirion5
En da zaoulagad, hon eus lennet alies
Ar bravañ levr, hini ar vuhez
Lennet ha desket hon eus al levr
Pajenn-ha-pajenn dindan envor6
En da zaoulagad, hon eus lennet alies
Ar bravañ levr, hini ar vuhez
Da zoualagad 'peus sarret bremañ
’Maomp krog da gelenn anezhañ
KRGN KRGN KRGN
“Krgn! Krgn!Krgn!“ Eme al logodenn
« Ai! Ai!Ai ! » Eme an tamm formaj
“Krgn!Krgn!Krgn!“ Eme al logodenn
“Manam! Manam!” Eme ar c’hazh …..Bizminiaou
Ar Viskoulenn
Diskan :
N’eo ket aes
‘Vit ar vizkoulenn
Mont er maez
‘Vit mont da bourmen‘Gred ket goulenn
Un tamm skoazell
Kalz re lent
Eo an dimezellKrogomp ‘barzh
Kasomp anezhi
Er park glas
Evit gellout peuriñMet arabat
Kas anezhi
Da batoulhiat
Oar ket neuiñNe oar ket neuiñ
Hep bikini
Hag he hini
‘Mañ ket gantiGwelloc’h ganti
War an teven
Chom da beuriñ
Geot ha melchonAr viskoulenn
A zo laouen
War letonenn
Bro Vigouden
KOUMOUL DU
1
Koumoul du, koumoul du
Kit d’ar gêr kit d’ar gêr
Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr diouzhtu2
Koumoul gris koumoul gris
Tec’hit kuit, tec’hit kuit
Koumoul gris koumoul gris
Tec’hit kuit war ho kiz3
Amzer fall amzer fall
Kae da sutal kea da sutal
Amzer fall amzer fall
Kae da sutal ‘n ur vro all4
Barroù glav barroù glav
Kit da c’hlebiañ Kit da c’hlepiañ
Barroù glav barroù glav
Kit da c’hlebiañ da bell vroPaouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne ‘bet
A vo sec’h ha krasPaouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne bet
A vo sec’h ha kras5
Koumoul du koumoul du
Deuit d’ar gêr Deuit d’ar gêr
Koumoul du koumoul du
Deuit d’ar gêr diouzhtu6
Koumoul gris koumoul gris
Deuit en-dro deuit en-dro
Koumoul gris koumoul gris
Deuit en-dro war ho kiz7
Amzer fall amzer fall
Deus da sutal deus da sutal
Amzer fall amzer fall
Deuit da sutal ha da strakal8 Barrou glav barroù glav
Deuit da c’hlebiañ
Deuit da c’hlebiañ
Deuit da c’hlebiañ ar vro
ME AM BO
Me am bo ur c’harr-nij
Evit mont da bourmen da bourmen
Me am bo ur c’harr-nij
Evit mont da bourmen Mar plij!Me am bo ur c’harr-samm
Evit mont da bourmen da pourmen
Me am bo ur c’harr-samm
Evit mont da bourmen gant va Mamm
REVERDI VRAS
Reverdi vras
‘Vo ‘benn warc’hoazh lon la
Ni ‘z ay d’an aod
Da glask pizh-aodTre a zo fardigougo
Nag a frete fardigoudeTroet al lanv
Deomp en-dro lon la
Prest e vo gourlenn
Harp ar mor en tevennHa ni war ar vri
E-kreiz ar peuriñ lon la
A zebro hor merenn
Brennig ur guchenn
SKOUARNIG O KIMIADIN
Opopop !! Ruzig ha Melenig
Opopop !! Oc’h ober gillig gilligUr wezh va skouarn melen
War-lerc’h va skouarn ruzOpopop poent ober ur c’houskaig
Opopop ‘barzh va malizennigD’an holl e roan ur pokig
Ur pokig a-berzh Skouarnig
SPONTUS
Spont spont spontus eo
Ar bleiz a zo errv
Spont spont spontus
Deomp da guzhat en ti koloSpont spont spontus eo
Ar bleiz o c’haloupat
Spont spont spontus eo
Deomp da guzhat en ti koadSpont spont spontus eo
Ar bleiz o tistreiñ ein
Spont spont spontus eo
Deomp da guzhat en ti meinOuf
SKOURNIG O SALUDIN
Opopop !! Piv a zo oc’h ober trouz
Opopop !! E-kreiz va c’houskDihunet peus ac’hanon
Lammat a ra va c’halonOpopop !! Va anv n’eo ket friig
Opopop !! Na kofig na lagadigGanet on en neizhig
Va anv a zo Skouarnig
TRO AN TI
Ober ran tro an ti
Serriñ a ran ar boliji
Sec’hañ va div votez
Hag un dro d’an alc’hwez
Digeriñ ran an dor
Ha plop! Er goudor!
BOUBOU
Boubou da va fenn
setu paket ar boan benn
Boubou da va gouzoug
Setu paket ar boan gouzoug
Boubou da va c’hof
setu paket ar boan gof
Toudoudoud toudoudoud
Setu karr an aotrou Poulloud
Tididin tididin
Erru ar medisin
DOUAR DOUR HA TAN
1
Dour dour dour
Vit gounit karotez ha pour
Dour dour dour
Vit gounit karotez ha pour2
Tan tan tan
Da dommañ e goan da Yann
Tan tan tan
Da dommañ e goan da Yann3
Douar douar douar
Vit kreskiñ mat d’ar mouar
Douar douar douar
Evit kreskiñ mat d’ar mouar4 Dour, dour, dour
Vit gwalc'hiñ an daouarn lous
Dour, dour, dour,
Vit livañ gloan dañvad dous5
Tan, tan, tan,
Vit sklerijennañ ho ti
Tan, tan, tan,
Vit ijinañ patati.6
Douar, douar, douar,
Vit hadañ geot ha bleunioù.
Douar, douar, douar
Vit sevel boloumigoù
VA LAGAD
Va lagad n’eo ket mat
Va genou a zo a dreuz
Va gouzoug a zo mouk
Va fri zo o tiveriñ
Warc’hoazh vintin
Ez in da gaout ar medisin
Digantañ em bezo louzou
Digant va mamm ur dornad pokoù
NE FELL KET DIN KEN
Ne fell ken din ken mont d’ar skol
Ar skolaerez ar skolaerez
Ne fell ken din ken mont d’ar skol
Ar skolaerez n’eo ket drol1
N’am eus ket c’hoant ken chom da zebriñ er c’hantin
Bemdez kaol-fleur, rabez ruz, pour hag irvin
2
Morse, n’on bet tik war ar matematik
Kentoc’h barrek evit ober skol al louarnig
3
Staotat dru a ran alies war ar re all
Bep sizhun ma ez eomp d’ar poull neuial
4
Skein a ran gant kement den zo war ar porzh,
Paotred ha melc’hwed me ne ran ket forzh
5
Me gav gwelloc’h mont da zifoupañ neizhioù
Krougañ kizhier ha c’hoari gant o bouzelloù
6
Er skol, ez eo en emgavet unan nevez
Ur plac’h adarre, unan eus Menez Arre
7
Re varv eo Maria, Re vrav re varv re vrav
Kalz Re c’hlas he daoulagad, re velen he blevFellout a ra din mont d’ar skol
Ar skolaerez ar skolaerez
Fellout a ra din mont d’ar skol
Ar skolaerez a zo drol
8
Sod pitilh eo Maria gant al laboused hag ar c’hizhier
Bep Merc’her e vezan ganti o pourmen er parkeierFellout a ra din mont d’ar skol
Merc’h ar skolaerez Merc’h ar skolaerez
Fellout a ra din mont d’ar skol
Merc’h ar skolaerez zo ken brav hag ur barr heol.
WAR STER
War ar ster gant va bag
O lavigat O lavigat
War ar ster gant va bag
O lavigat mintin-mat
Ha plop!Va bag a zo troc’holiet
Ha plouf! Va dilhad a zo glebiet
KODOGODOG
Kodogodogog
Kodogodogog
Eme ar c’hilhog
Kodogodogog
Kodogodogog
Kuzhet barzh ar boutogGra gra gra
Gra gra gra
Eme ar yar
Gra gra gra
Kuzhet dindan ar c’harrKouiñ Kouiñ Kouiñ
Eme ar pousin
Kuzhet e-barzh ar gegin.
BINTA BANTA
1
Binta Banta
Va loan az a
Binta Banta
Ne chom ket a-sav2 Binta Banta
Hu sou ha diha
Binta Banta
Piltrotat a ra3 Binta Banta
Daoulammat a ra
Binta Banta
D’an nec’h uhelañ4
Binta Banta
Daoulammat a ra
Binta Banta
D’an traoñ izellañ5
Binta Banta
Va loan az a
Binta Banta
Morse ne chom a-sav
TUD AR BED
Tud pinvidik ha tud paour
Toull o roched leun a aour1
War bern lastez santiago
Vez ket boued vit antonio
Met er City mañ un aotrou
O tispakañ e villiardoù2
Pa vez sec’hor er Rouanda
Vez bugale ‘tav o lenvañ
E-keit-se e Kalifornia
Ar yaouankiz ’c’h en em strujañ4
Yaouank flamm ez eo ar fulenn
Klask hec’h arc’hant war ar riblenn
Ar paotr kozh gant e Ferrari
En e ranndi kas anezhi5
E Sumatra krennoù douar
O lakaat an dud en arvar
Hag e-keit se e Malibou
Dabeuliou Bush e vakañsoù6
Amaziona vez distrujet
An indianed a vez skarzhet
Er Bodegas e Bro Spagn
Vez an dud o lonkañ cava
TORR-PENN
Anaout a ran ur ganaouenn torr-penn
Torr-penn torr-penn torr-penn
Anaout a ran ur ganaouenn torr-penn…..
Ha torr-revr ouzhpennAnaout a ran div ganaouenn torr-penn
Torr-penn torr-penn torr-penn
Anaout a ran div ganaouenn torr-penn ……
Ha torr-revr ouzhpennAnaout a ran teir c’hanaouenn torr-penn
Torr-penn torr-penn torr-penn
Anaout a ran teir c’hanaouenn torr-penn …..
Ha torr-revr ouzhpennAnaout a ran peder c’hanaouenn torr-penn
Torr-penn torr-penn torr-penn
Anaout a ran peder c’hanaouenn torr-penn ….
Ha torr-revr ouzhpennAnaout a ran pemp kanaouenn torr-penn
Torr-penn torr-penn torr-penn
Anaout a ran ur ganaouenn torr-penn
Torr-penn torr-penn torr-penn
VA DOUSIG
Va dousig ! Va lellig !
Nij disoursi betek al loarig
Va dousig ! Va lellig !
Chouch disoursi en da gavellig
Pour commander ce CD rendez vous dans la Boutique