Me eo Ar bleiz diwezhañ
A zo e Breizh o vevañ
Ar re-all zo bet paket,
Barnet, krouget ha devet.

Tamallet ‘oa bet outo
Lonkañ holl deñved ar vro
Gwashañ ‘zo bugaligoù
Mammoù kozh ha merc’hedigoù


Brasoc’h, gwashoc’h tamalloù
Ar bleiz, mevel an diaouloù
‘Gas d’ar sabat ar sorserien
Ar bleiz, genoù an ifern

Brasoc’h tamall ‘oa c’hoazh
Kas ar bed war an noazh
Lonkañ an heol hag al loar
Ankou, mestr war an douar


Vito ‘z eus stignet pezhioù
Lasoù-krog, graet toulloù
‘N’o c’hig lakaet arsenik
Ha striknin en o lambig

Tud yudas dre ar c’hoadoù
Ganto a bep seurt armoù
Roet dezho arc’hant hag aour
‘Vit pakañ al loened paour

Ton