Pok-Ha-Pok - 2007

Keit Vimp Bev

Titouroù war ar bladenn

Trede pladenn

Tonioù ar bladenn

Klikit war titr ur ganaouenn evit gwelet ar c'homzoù hag selaou d'un tamm-ganaouenn
1. Ar vrennigenn lent
Extrait :
Komzoù :

AR VRENNIGENN LENT

Diskan
Ar vrennigenn lent
A oa treuziñ an hent
Gant ar c’hirri-tan
He doa aon Bezañ frrrrouitt
Bezañ frrrrouitt
Bezañ frrrrouitt
Bezañ fregaset

Hag hi mont da c’houlenn
Digant an archerien
Sikour evit tremen
En tu all d’an hent

Nec’het eo an archer
Rak hervez ar barner
N’eus netra el lezenn
Evit ur vrennigenn

Alies vez un archer
Oc’h ober e fougaser
E tu all d’an tevenn
'Vit sikour ar vrennigenn

2. Ar rod a dro
Extrait :
Komzoù :

AR ROD A DRO

1
Pa vin bras-meurbet
Ne vin ket koll boued
Me a vo pesketaer
War aodoù bro Dreger

2
Pa vin bras-meurbet
Ne vin ket koll boued
Met mekanisian
'N ur barrez eus ar Morbihan

3
Pa vin bras-meurbet
Ne vin ket koll boued
Mont a rin da berson
'N ur barrez a vro Leon

4
Pa vin bras-meurbet
Ne vin ket koll boued
Me a vo skolaerez
Da reiñ ’n tamm deskadurezh

5
Pa vin bras-meurbet
Ne vin ket koll boued
Me vo paotr al lizhiri
Ahont war an inizi

6
Pa vin bras-meurbet
Ne vin ket koll boued
Mont a rin d’ar vered
E Baradoz ar preñved

3. Fañch ar paotr kreñv
Extrait :
Komzoù :

FANCH AR PAOTR KREÑV

Fañch ar paotr kreñv hag e vignon
'Oa tont en-dro eus ar pardon
Degouezhet ganto tri aotrou
Bet o vale war ar maezioù

Diskan :
Fañch ar Pagan, kalet e graban
N'eo ket brav mont dindan e bav

Ar re-mañ 'zouge levitenn
Tog Kerne-uhel war gern o fenn
Chupenn, lost pik ha bragoù berr
Gouest d'ober mezh d'ar c'hemener

O moustachoù a oa siret
Frizet, troñset ha pomponet
Hag en o dorn pep a vazh skañv
'Gasent en-dro en ur ganañ

Ha pa weljont an daou baotr mat
En em lakjont d'o goapaat:
"Les pommes de terres pour les cochons
Les épluchures pour les bretons"

"Petra o deus c'hoant" eme Fañch Kreñv
Da bakañ an tri lakepod-se,
Hag eñ mont dezho goustadik
Ha tapañ krog en o lost pik

Gant un taol-dorn war greiz e gein
E strink unan war ar bern mein
Gant un taol-dorn diwar e fri
E strink un all e-touesk ar pri

Gant un taol-dorn diwar e revr
E strink un all e-barzh ar stêr
"Me zesko deoc'h" eme Fañch Kreñv
Dont d'ober goap ac'hanon-me

Ha neuze Fañch o vont d'ar gêr
O kanañ "Son ar Pilhaouer"
Ha neuze Fañch o vont d'ar gêr
O kanañ "Son ar Pilhaouer"

4. Son an hañv
Extrait :
Komzoù :

SON AN HAÑV

Deuet eo an hañv kaer an amzer
an heol gant e dommder,
an heol , gant e dommder
War an douar e skuilh bemdez
Al laouenedigezh. Lalala

Diskan:
Kanomp kanomp p’eo deuet an hañv
d’an eostig da ganañ

Er parkeier an ed melen
A hej a bleg o fenn
A hej, a bleg o fenn
War sav labourerien douar
C’hwi po un eost dispar. Lalala

Er prad er c’hoad nag a vleunioù
C’hwezh vat gant o delioù
C’hwezh vat gant o delioù
O! Nag eo koant hor Breiz izel
Marellet he mantell ! Lalala

Ar mor zo torret e gounnar
Hag a bok d’an douar
Hag a bok d’an douar
War hon aodoù tud dinerzhet
Kit da glask ar yec’hed. Lalala

Al laboused e beg ar gwez
A gan o c’harantez, A gan o c’harantez
O! Lezit i bugaligoù
Da sevel o neizhioù. Lalala

Emañ digor ar pardonioù
An ebat ar gouelioù, An ebat ar gouelioù
Paotred paotrezed, bezit fur
Hag ho po plijadur Lalala

5. Klikañ al logodenn
Extrait :
Komzoù :

KLIKAÑ AL LOGODENN

Me m eus seizh urzhiataer
Ha kaer am eus ober
Teu netra 'maes eus e ou ou

Ha klikañ klikañ
Al logodenn
Klikañ klikañ atav

Me m eus c'hwec'h urzhiataer
Ha kaer am eus ober
Teu netra 'maes eus e ou ou

Ha klikañ klikañ
Al logodenn
Klikañ klikañ atav

Me m eus pemp .......

6. Buhez
Extrait :
Komzoù :

BUHEZ

Va ene zo feal evel ar mor
Hag e tro va spered
Gant koroll ar bed
Va c'halon a lamm
Gant kalon an douar
Ha va sell a zo stag ouzh ar reier

Ped d'an Doue a lakas ez kreiz
Un ene taer, kantreer vel ar gwent
Ma roio dit ur c'heneil all
Ar moged a bleg, a bleg en dremmwel
Va c'hoar petra ra dit?
Va c'hoar petra ra dit ?

Ha pa c'hwezh an avel e tegas din
Holen ha frond hag anal ar pellder
Er c'houmoul e verzan red an amzer
Hag er stered kengalv mil lagad

7. Kalonoù Mut
Extrait :
Komzoù :

KALONOU MUT

1
En draonienn c'hlas
Dre ar ribinoù kras
Ur maread a dud
O kerzhout lugut ……..(x2)

Diskan :

Rak war hent ar bell vro
Ne ‘z eus ket bet a genavo (x2)

2
War douar poultrennek
Al liorzh c'hwek
Ar glac'har a yud
E kalonoù mut

3
Na son na kan
Da lienañ ar boan
Ar skilfadenn
A vezo dibenn

4
Arnev ar glac'har
N'eus ket leizhet an douar
Sac'het an arar
E penn an talar

8. Pok ha pok
Extrait :
Komzoù :

POK-HA-POK

Ne blij ket din
Pokoù va c’hoar
Ganti vez pokoù glebiet ha klouar

Ne blij ket din
Pokoù va breur
Gantañ vez pokoù n’eus forzh peur

Ne blij ket din
Pokoù va zad
Gantañ vez pokoù marc'had-mat
Ne blij ket din
Pokoù va c’hi
Gantañ vez pokoù leun a vec’hi

Ne blij ket din
Pokoù va c’hazh
Gantañ vez pokoù hag a lazh

Plijout a ra din
Pokoù va mamm
Ganti vez pokoù kouign amann

Plijout a ra din
Pokoù va dous
Ganti vez pokoù c’hwek ha lipous

9. Tonton Visant
Extrait :
Komzoù :

TONTON VISANT

Abred diouzh ar mintin
Vez gwelet er jardin
Eno ‘vez o pourmen
Hag o kempenn ar saladenn
Ha ne zebr ket ouzh taol
Kentoc’h er parkad kaol
Rak ar Visant a zo sot
N’eo ket gant ar pezh a zo er pod

Na c’hwi a gavo mat
Ur boued marc’had-mat
El liorzh e pep korn
Anevaled diaskorn

Sot eo gant ar melc’hwed
Gant ar re n’int ket louet
Dibab a ra re ruz
Rak ar re-se a zo druz
Un ra dek santimetrad
Un dousenn eus ra ur c’hofad
Met evit Tonton Visant
Dre gantadoù eo ez eont gantañ

Na pa lonk ur velc’hwedenn
War eeun en e c’hourlañchenn
Ha pa ziver ar c’hlaourenn
Ne lak ket a serviedenn
Un dudi eo ar melc’hwed
Sur evit kaout ar yec’hed
Rak ganto tonton Visant
‘Zo aet kalz pelloc’h 'vit ar c’hant

Ha mat e vefe deomp kaout
Peuriñ dreist ‘vit ar saout
E pep park ur Visantig
E-lec’h al ludu chimik
Ha m’ho peus ur fallaenn
Kit da gempenn ho saladenn
Rak ar melc’hwed zo ‘l louzaouenn
'Vit ar c’halon hag evit ar skevent

10. Pont an diaoul
Extrait :
Komzoù :

PONT AN DIAOUL

1
Etre Lanniliz ha Plougerne
‘Z eus ur pont kozh war an aber
Oa bet savet evit doare
Gant an Diaoul ‘vit ur miliner .

2
Miliner zo ur gwall vicher
D’an neb rank redek an hentoù
Evit kerc’hat greun er maner
Ha kas bleud da di an Aotrou.

Diskan:
Ya bou di bou da bou di bou denn ! O! (3 gwech)
Ya bou dou da bou di bou da bou di bou denn O !

3
Mamm-me, hon tad, naon hon eus-ni
A glemme forzh ar vugale
« Siwazh ne chom netra da zebriñ“
P’hon eus na arc’hant na leve”

4
Ma teuas Paolig d’e glevet
Kerkent dirazañ en em ziskouez
“Me n’am bezo tamm dale bet
‘Vit sevel dit ur pont nevez”

Diskan

5
Spontusañ gwel d’ar miliner
An diaoul ruz-tan hag o flaeriañ
“Pegement e kousto din d’en ober?
Ene an tremener kentañ!

6
Ma voe graet ar marc’had
Bec’h gant’n diaouloù ’hed an stêr
Lod o skeiñ, lod o chalbotat
Belkadoù mein, hir ha pounner.

Diskan

7
P’an noz e strakas ar gurun
Tan ha luc’hed ’zioc’h an aber
Ken ma rankas an holl chom dihun
Gant trouz morzholioù Lusifer .

8
An deiz war-lerc’h diouzh ar mintin
Ar pont nevez a oa echu
Ma lâras Paolig en ur c’hoarzhin
Va gopr bremañ diouzhtu.

Diskan

9
“Setu eñ ’me ar miliner!“
’n ur lakaat ur sac’h dirazañ
Ha ma lammas gant tizh gant herr
Un targazh du ’maez dioutañ.

10
«Paket oun bet eme an Diaoul
Gant ur miliner filouter”
Ha droug ennañ e taol e vorzhol
Ha moan e lost o vont d’ar gêr.

Diskan

11
Etre Lanniliz ha Plougerne
‘Mañ ar Pont Krac’h dreist an Aber
Oa bet savet evit doare
Gant an Diaoul ‘vit ur miliner

11. Domp atav
Extrait :
Komzoù :

DEOMP ATAV

1
Deomp atav war an hent bras
E Breizh e chom kalz labour c’hoazh (x 2)

O la la la
La la la la la le no
O la la la
La la la la la lo (x 2)

2
Deomp d’ar red a-dreuz ar bed
Rak pobloù all a ya da fall (x 2)

3
Erru ar poent da vont en hent
Trawalc'h a glemm uhel an dremm

4
Deomp atav war an hent bras
E Breizh e chom kalz labour c’hoazh (x 2)

12. Ar C'hilimadeg
Extrait :
Komzoù :

AR C’HILIMADEG

Kaner :
Ar C'hilimadek zo ur ster
O fuilhañ ludu a bep tu

An holl :
Ar C'hilimadek zo ur ster
O fuilhañ ludu a bep tu

Kaner :
O tont eus a Wineveter
Leun ha nitrat

An holl :
Hag a fosfat

Kaner:
O fuilhañ ludu a bep tu
O fuilhañ ludu a bep tu

An holl:
O fuilhañ ludu a bep tu
O fuilhañ ludu a bep tu

Ar C'hilimadek zo ur ster
Gant leun a nitrat en e revr

Leun a nitrat a fosfat
Hag an dra-se n'eo ket mat

Dastum a ra e Sant Even
Dek saliad laou pemp sac’had c’hwen

Dastum a ra e Plouider
Al loustoni eus ar c'hreier

Dastum a ra e Lesneven
Leun a voc'haj leun a vouilhenn

Dastum a ra e Kernouez
An dour vesell hag an anvouezh

Dastum a ra e Kerlouan
Staot marc'h hag alies staot loan

Dastum a ra e Gwiseni
Kaoc'h saout hag a wechoù kaoc'h ki

Ha p’en em daol goude er mor
Ur c’hastad traoù zo en e revr

13. Ar c'hazh du
Extrait :
Komzoù :

AR C’HAZH DU

O me ‘m eus ur c’hazh du
A ra turlututu
O me ‘m eus ur c’hazh du
A ra turlututu

Alies vez e beg ar wezenn
Oc’h ober hillig da logodenn

Na pa vez kazarc'h glav hag avel
E vez oc’h hejañ ar bompinell

Alies e ra bizminiaoù
Pa vez o seniñ ar biniaoù

Ur mare tra ken e chom reizh
Pa gav ul labous 'barzh an neizh

Pour commander ce CD rendez vous dans la Boutique