![](/images/b/c/8/3/7/bc837d7c3afcf4f5d268615d1089d791a18aff92-th.jpg?items)
TRO AN TI
Ober ran tro an ti
Serriñ a ran ar boliji
Sec’hañ va div votez
Hag un dro d’an alc’hwez
Digeriñ ran an dor
Ha plop! Er goudor!
![](/images/6/1/e/9/4/61e949d1029ba2d0658154d9417179e108f2cae9-th-8.jpg?items)
E-barzh va c’hlas
O c’hoari las
E vez bepred
Poulpikaned
Diskan :
E barzh va skol ! A ! A !
Na pegen drol ! A ! A !
Ez vez ur bern traoù droch
E barzh va skol ! A ! A !
Na pegen drol ! A ! A !
Ez eus ur bern traoù droch
Ur pezh likorn
A zebr dienn skorn
‘Kreiz ar c’hantin
Tost bep mintin
Er privezioù
Ez eus madigoù
El levraoueg
Ez eus milk-shake
Hag er skol-vamm
‘Zeus un tasmant
A zebr fritez
Gant ar vestrez
Bugaligoù
O seniñ binioù
A vez klevet
'Barzh an oaled
Ur suner-gwad
O c’hoari melldroad
Gant un den-bleiz
Hag ur vorganez