Aiou! - 2005

Brennig Kurnig

Informations sur l'album

Deuxième CD: le plus populaire des 4 cd, sans doute parce qu'on y trouve une palette assez riche de chansons différentes aussi les unes des autres.

Artistes ayant participés
Jakez Ar Borgn, Eric Liorzou, Alain Rouquette , ...

Liste des titres de l'album

Cliquez sur le titre d'un morceau pour afficher les paroles et un extrait audio
1. AIOU
Extrait :
Paroles :

AIOU

O me peus poan e toull va fri
Ha mammig roio din louzoù

Diskan
Aiou la la la la la la la la la la la la la la la
Aiou la la la la la la la la la la la la la la la

O me peus poan e toull va skouarn
Ha mammig roio din louzoù

O me peus poan e toull va genoù
Ha mammig roio din louzoù

O me peus poan e toull va bip
Ha mammig roio din louzoù

2. AR BISIKLET
Extrait :
Paroles :

AR BISIKLET

Diskan
Graet em eus tro ar bed
Gant va bisiklet.
Tro an tamm douar divalav,
Gant va belo.

1
Digant Dolores
Eus Buenos Aires
‘M boa bet un difankerez.

2
Digant Thirietoù
Eus ker Dombouktou
Em boa bet ar rodoù

3 Digant Ann Elenn
Eus Kichen Dulenn
Em boa bet ur chadenn.

4 Digant Meriem
Eus a vro Yemen
'M boa bet ur vouzellenn.

5 Digant Mahinur
Eus kichen Namur
'M boa bet ur varrenn-stur.

6
Digant Chahinez
Eus Kichen Efez
‘M boa bet ur starderez.

7
Digant Morielle Eus Bro Israel
'M boa bet un droadikell.

8
Digant Rejinig
eus ar C’hurnig
Am boa bet ur pokig

3. BORNIG
Extrait :
Paroles :

BORNIG

Sarret ar boliji.
Prennet dor an ti.

DISKAN
Bornig! Bornig!
Deus 'ta buan ganin
D'ober ur souchig
Betek ar mintin.

Kuzhet an heol flamm.
Savet al loar-gann.

Ar yer zo en o c'hlud.
Ar c'hi du a ‘zo mut.

Imor an avel foll.
Er mor ‘zo aet da goll.

4. KASTELL KAOL RAV
Extrait :
Paroles :

KASTELL-KAOL-RAV

E Kastell-Paol
‘Vit fourrañ kaol
E ranker, e ranker:

Lakaat ar biz dirak!
Lakaat ar biz tro-kein!

Ober un toullig bihan
Ha plantañ traoù en ennañ.

Hag un taol bougi wougi!
Un taol bougi wougi !

Hep pladañ ar brikoli !
Hep pladañ ar brikoli !

2
Lakaat ar skoaz dirak
.......

3, 4, 5, 6.
Ar penn, ar c’har, ar c’hof, ar ...... ,

5. AN AVEL
Extrait :
Paroles :

AN AVEL MA VEFEN

An avel ma vefen,
Gwezenn ‘bet ne dorrfen.
A-us da bep toenn,
E kanfen ur ganaouenn.

An avel ma vefen,
Dindan va mantell,
E pakfen ur bugel
‘Vit e gas pell da bourmen.

An avel ma vefen,
Bemdez d'an houlenn,
Goustadik e lavarfen
Chom en habaskter koantenn.

An avel n'on ket!
Ar c'hudurun ne laran ket !
Luc'hed ha strakerez
'Daolan dre ar bed a-bezh.

An avel ma vefen !
Ar brezel n’on ken !
An avel ma vefen !
Ar brezel n’on ken !
An avel ma vefen !

6. DRE AN TU FALL
Extrait :
Paroles :

DRE AN TU FALL

1
Ar vugale er Rwanda
Atav oc’h en em zrailhañ

2
Soudarded e Bro Irak
Tan ha kurun ken na strak

3
Bugale eus ar re vihanañ
E stalioù kloz o poaniañ

4
Milionoù a dud paour
Ur c’hant gant ur bern aour

5
OGM hag ESB
Distrujet korf hag ene

6
Nag a baper a vez duet
Amazonia ‘vez luduet

7. AL LANV DU
Extrait :
Paroles :

AL LANV DU

War an traezh gwenn
Deuet gant ar gourlen
Tammoù bezhin du
Skignet a-bep tu

Sed ur c’hi bihan war an aod
E c’henoù bras gantañ digor.
Hag eñ da dapout un tamm kalkod,
Ha d’ar red-tenn da gaout ar mor.

Klev an avel foll,
Aet ar mor en diroll.
‘Mañ ar c’hizhier gwenn,
War e c’horre, o pourmen

An Erika zo ul lestr bras
O kas eoul-douar dre ar bed.
Un nozvezh, tost da Veg ar Raz,
Gant ar gwall vor, ‘oa bet torret.

War an traezh gwenn,
Deuet gant ar gourlenn,
Tammoù mazout du,
Skignet a bep tu.

Laboused du ‘zo deuet d’an aod,
O divaskell a-vec’h digor,
Vit klask o buhez ‘touez ar c’halkod,
Du-pod o fluñv, du-pod ar mor

War an traezh gwenn,
Deuet gant ar gourlen,
Tammoù mazout du,
Skignet a bep tu.

8. FRIOU
Extrait :
Paroles :

FRIOÚ

Ur fri ledan en deus Jakez,
Ledanañ fri a zo er barrez.
Ur fri ledan en deus Jakez,
Ur fri da zouarañ patatez.

Diskan:
O ya da ! Dont 'raio an amzer.
O ya da ! Ma vezi brav.
O ya da ! Dont 'raio an amzer.
Daoust d’az kozh tamm fri divalav.

Ur fri hir en deus Paol,
Hirañ fri zo e Kastell-Paol.
Ur fri hir en deus Paol,
Ur fri mat da fourrañ kaol.

Un fri togn en deus Goulc’han,
Tognañ fri zo e Bro Bagan.
Un fri togn en deus Goulc’han,
Ur fri mat da bladañ amann.

Ur fri tort he deus Katell,
Tortañ fri zo e Breizh-Izel.
Ur fri tort he deus Katell,
Ur fri da zastum rigadell.

Ur fri kamm en deus Alar,
Kammañ fri zo e LocMelar.
Ur fri kamm en deus Alar,
Ur fri mat da gutuilh mouar.

9. KIG-HA-FARS
Extrait :
Paroles :

KIG-HA-FARS

1
Abred-tre diouzh ar mintin
Ouezoc'h ket petra a ya ganin?
Ketchup ha kaotigell
Gant laezh leun va skudell.

Diskan :
Ketchup ha kaotigell
Gant laezh leun va skudell.
Ketchup ha kaotigell !
Ha me am boa goulennet kaout !
Kig ha farz ! Kig ha farz ! Kig ha farz ! Kig ha farz !

2
Da vare ar c’hortozenn
‘Fourer kignenn barzh va c’houignenn.
Un do-ornad yod ke-erc’h
Gant un tamm sison sec’h.

3 Ha goude da boent merenn,
Petra a lakaer ‘barzh va soubenn ?
Rigadell ha kig-sall
Gant mel Chanig Ar Gall.

4
Pa ve-ez poent merenn-vihan
E leder ur gwiskad amann.
Sezo gant sukr rous,
War va c'hrampouezhenn dous.

5
Pa ranker pakañ koan,
Alies ‘lakaer war an tan,
Ur mell patatezenn
Gant ur pezhiad bananezenn.

10. ERC'H
Extrait :
Paroles :

ERC'H da Veurlarjez

Er bloaz-mañ da Veurlarjez
’Z eus kouezhet erc’h e-leizh.
Ha kaer eo an dilhadoù,
An tokoù hag ar botoù.

Diskan :
Erc’h, erc’h, erc’h,
Da Veurlarjez!
Gwenn, gwenn, gwenn,
Al leur hag an tiez.
Erc’h, erc’h, erc’h,
Da Veurlarjez!
Bravoc’h c’hoazh
Livioù an devezh !

Brezelig erc’h ‘vez graet
A-hed, a-hed ar straed,
Ha war e revr e kouezher.
N’eus forzh ! Laouen e vezer !

Ha war benn ar bolomig
E vez lakaet un tokig.
Daoulagad gant patatez.
Ur fri graet gant karotez.

Ar c’houmoul ’grog da deuziñ.
An heol a sav e fri,
Ha gant e skinoù flour,
Bolomig ya da boull dour.

Diskan :
Glav Glav Glav
Da Veurlarjez
Gleb gleb gleb
Ar stammenn hag ar bragez
Glav Glav Glav
Da Veurlarjez
Bravoc’h c’hoazh
Livioù an devezh !

11. SOUBENN AR PATATEZ
Extrait :
Paroles :

SOUBENN AR PATATEZ

Dec’h da noz em boa debret soubenn,
Soubenn ar patatez, patatez.
Dec’h am boa debret soubenn
Soubenn ar patatez
Ha va mamm ‘doa lâret din:

Diskan :
Dibab ul loa, dibab ul loa,
Dibab ul loa, dibab ul loa.

Er mintin-mañ em boa debret soubenn,
Soubenn ar patatez, patatez.
Ha va mamm ‘doa lâret din:

Bremañ ‘maon o tebriñ soubenn
Soubenn ar patatez, patatez.
Hag va mamm zo o lâret din

‘Maon o vont da zebriñ soubenn
Soubenn ar patatez, patatez.
Ha va mamm a lâro din:

D’am merenn vihan em bezo soubenn
Soubenn ar patatez, patatez.
Ha va mamm a lâro din:

N’em bo ket ken a soubenn:
Soubenn ar patatez, patatez.
Rak va mamm a zo o paouez

Diskan :
Lipat he loa, lipat he loa,
Lipat he loa, lipat he loa.

12. SON AR RESTACHOU
Extrait :
Paroles :

SON AR RESTACHOU

Ur pesketour eo Eneour
Hag a gar kenañ an Natur.

Stourm a ra ouzh ar re n’int ket fur
O taoler o loustoni en dour.

Diskan
‘Barzh ar c’havell gwer
Lak an tammoù gwer.
An tammoù plastik
Er c’havell glazik!
Paper ha lien
Er c’havell melen !
‘Barzh ar c’havell ruz
An traoù dañjerus !

‘Dal ar mintin betek an noz,
‘Vez o tastum ar restachoù,

Chomet war-lerc’h an douristoù,
Loudouriaj, a-bep seurt traoù kozh.

Diskan
Gwall vor ar goañv en deus skignet
Bernioù peñse : Pebezh labour !

‘Vit sikour ar paotr Eneour,
‘Kan ar pesked, al laboused.

Diskan
Er skolioù ‘vez mestr Eneour
O teskiñ d’ar vugaligoù

Doujañ d’ar mor ha d’an aodoù,
Ha dastum pizh an traoù loudour.

Diskan
Er gêr, kement plac’hig ha paotr
A zesk d’e dud kentelioù fur :

Karout hag espern an Natur,
Ken kanit holl en hañv en aod

13. POAN-GOF
Extrait :
Paroles :

GWERZ AR BOAN-GOF

Polok ! Polok ! Polok!
Va stomog a ra polok (2 wech)

Polok ! Polok ! Polok!
Polok ! Polok ! Polok!

Bilu ! Bilu ! Bilu !
Va avu a ra bilu (2 wech)

Bilu ! Bilu ! Bilu !
Bilu ! Bilu ! Bilu !
Polok ! Polok ! Polok!
Polok ! Polok ! Polok!

Tourmou ! Tourmou ! Tourmou !
Va bouzelloù a ra tourmou(2 wech).

Tourmou ! Tourmou ! Tourmou ! (x 2)
Bilu ! Bilu ! Bilu ! (x 2)
Polok ! Polok ! Polok! (x 2)

Bezit war evezh !
’Benn nebeut vo strakerez.
Bezit war evezh
Gant ar c’hudurun em bragez.

Polok ! Polok ! Polok! (x 2)
Bilu ! Bilu ! Bilu ! (x 2)
Tourmou ! Tourmou ! Tourmou ! (x 2)

Mamm! Mamm! Mamm! Chomet stanket ar bramm!
Polok ! Polok ! Polok!
Va stomog a ra polok.(2 wech)

Polok ! Polok ! Polok!
Polok ! Polok ! Polok!

Bilu ! Bilu ! Bilu !
Va avu a ra bilu(2 wech)

Bilu ! Bilu ! Bilu !
Bilu ! Bilu ! Bilu !
Polok ! Polok ! Polok!
Polok ! Polok ! Polok!

Tourmou ! Tourmou ! Tourmou !
Va bouzelloù a ra tourmou(2 wech).

Tourmou ! Tourmou ! Tourmou ! (x 2)
Bilu ! Bilu ! Bilu ! (x 2)
Polok ! Polok ! Polok! (x 2)

Bezit war evezh !
’Benn nebeut vo strakerez.
Bezit war evezh
Gant ar c’hudurun em bragez.

Polok ! Polok ! Polok! (x 2)
Bilu ! Bilu ! Bilu ! (x 2)
Tourmou ! Tourmou ! Tourmou ! (x 2)

Mamm Mamm! Emañ erru ar bramm!
“Prrrrrrt“ !

Pour commander ce CD rendez vous dans la Boutique