PONT AN DIAOUL
1
Etre Lanniliz ha Plougerne
‘Z eus ur pont kozh war an aber
Oa bet savet evit doare
Gant an Diaoul ‘vit ur miliner .
2
Miliner zo ur gwall vicher
D’an neb rank redek an hentoù
Evit kerc’hat greun er maner
Ha kas bleud da di an Aotrou.
Diskan:
Ya bou di bou da bou di bou denn ! O! (3 gwech)
Ya bou dou da bou di bou da bou di bou denn O !
3
Mamm-me, hon tad, naon hon eus-ni
A glemme forzh ar vugale
« Siwazh ne chom netra da zebriñ“
P’hon eus na arc’hant na leve”
4
Ma teuas Paolig d’e glevet
Kerkent dirazañ en em ziskouez
“Me n’am bezo tamm dale bet
‘Vit sevel dit ur pont nevez”
Diskan
5
Spontusañ gwel d’ar miliner
An diaoul ruz-tan hag o flaeriañ
“Pegement e kousto din d’en ober?
Ene an tremener kentañ!
6
Ma voe graet ar marc’had
Bec’h gant’n diaouloù ’hed an stêr
Lod o skeiñ, lod o chalbotat
Belkadoù mein, hir ha pounner.
Diskan
7
P’an noz e strakas ar gurun
Tan ha luc’hed ’zioc’h an aber
Ken ma rankas an holl chom dihun
Gant trouz morzholioù Lusifer .
8
An deiz war-lerc’h diouzh ar mintin
Ar pont nevez a oa echu
Ma lâras Paolig en ur c’hoarzhin
Va gopr bremañ diouzhtu.
Diskan
9
“Setu eñ ’me ar miliner!“
’n ur lakaat ur sac’h dirazañ
Ha ma lammas gant tizh gant herr
Un targazh du ’maez dioutañ.
10
«Paket oun bet eme an Diaoul
Gant ur miliner filouter”
Ha droug ennañ e taol e vorzhol
Ha moan e lost o vont d’ar gêr.
Diskan
11
Etre Lanniliz ha Plougerne
‘Mañ ar Pont Krac’h dreist an Aber
Oa bet savet evit doare
Gant an Diaoul ‘vit ur miliner