Les Inédits

Les chansons qui n'ont pas (encore) trouvées leur place sur un CD se trouvent ici. Nouvelles compos, inspiration du jour, textes en attente de muzik, round pagan pour petits et grands.... en Français, e Brezhoneg....

Filtrer par catégorie

Bihan eo Titi an dolfin
Sot pitilh gant ar bezhin
Spontet gant Rex ar rikin
Gwall debrer pesked fin

Fons ar mor en doa kavet
Ur c’houfr boemus kuzhet
Gouarnet gant ur c’hraken
Dezhañ brec’hennoù lemm

Klasket gant lod laerez ‘nezhan
Paket brav e oant bet gantañ
Troet da gorfoù-eskern.
Brasoc’h brasañ ar bern

Titi gant e vignoned
‘N dourvarc’h hag an unkorneg
Zivizas laerez en tenzor
Digant ar c’hraken lovr

Kontamniñ rejont anezhañ
Gant an ampoezon fallañ
‘N ampoezon ‘lak an holl
Da zañsal Rock and roll

Dañsal ar rock e kement lec’h,
En ti en traon en ti en ec’h
Er c’hav hag er c’halatrez O !
Betek er c’horniou prevez

Hag aet ‘oa kuit ar c’hraken daonet
Hag ar c’houfr bras oa bet digoret
Petra an diaoul a oa ennañ O !
Karotez bras-kenañ.

Ha taolet ‘bet ur garotezenn
B Diouzhtu war gein ur pezh mell wagenn
Erru’t ar garotezenn O !
War draezhenn ar Vilin Wenn.

Ul lapin bihan en doa he c’hrignet,
Ha buan-ha)buan en doa he lonket!
Ha eñ o kregiñ da zañsal O !
Ar rock’n’roll betek Gwital

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)
  • 1 autre(s) fichier(s) téléchargeable(s)

E-barzh va c’hlas
O c’hoari las
E vez bepred
Poulpikaned

Diskan :
E barzh va skol ! A ! A !
Na pegen drol ! A ! A !
Ez vez ur bern traoù droch
E barzh va skol ! A ! A !
Na pegen drol ! A ! A !
Ez eus ur bern traoù droch

Ur pezh likorn
A zebr dienn skorn
‘Kreiz ar c’hantin
Tost bep mintin

Er privezioù
Ez eus madigoù
El levraoueg
Ez eus milk-shake

Hag er skol-vamm
‘Zeus un tasmant
A zebr fritez
Gant ar vestrez

Bugaligoù
O seniñ binioù
A vez klevet
'Barzh an oaled

Ur suner-gwad
O c’hoari melldroad
Gant un den-bleiz
Hag ur vorganez

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)

Banne glav ebet ‘baoe bloaz
Disec’h eo ar c’hoadoù siwazh
Teñval du buhez al loened
Trist kenañ ha fall galonet

‘R pezh taol arnev a-daol-trumm
Glav ha luc’hed ha kudurun
‘R burzhud kaer war an draonienn
‘L loened troet da sonerien

Nag a reuz Nag a reuz
Nag a reuz er c’hoad
Nag a reuz Nag a reuz
Nag a reuz er c’hoad

Trompilh gant an aotrou lapin
Violoñs skiltr gant an heureuchin
Gitar lektrik gant ar bleiz,
Bombard gant ar pemoc’h gouez

Piano tredan ar c’hazh-koad
Boest an diaoul oa gant ar c’had
Gant al louarn ‘n dreujenn gaol
Al laboused ‘ren an holl

Diskan

Sul d’an noz ‘oa Rap Opera
Merc’her ‘oa un Tekno Salsa
Sadorn fest-deiz ha fest-noz
Gwener Reggae ar re gozh

Met ar gwez a lâras : O !
‘Walc’h ! a gleme ar gwez dero
Sioul ! a huche ar gwez gistin
Kit da sutal ! Ar gwez ivin

Diskan

Nag ar reuz ‘me ar sorserez
Tan a vezo ! Taolit evezh !
Gant a reuz n’hellan ket kousket
Sioul ‘mod-all vo ket glav ken

Kerkent renket ar binviji
Deuet oa ar sioulder en ti
Holl oant distroet ‘n o glud
Gwez, sorserez o roc’hal yud

Diskan 3
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)

1) Touristed Martoloded
Diwallit d'ar baoted
Diwallit d’ar pesked
D’ar plastik bannet

Ar meurvor ! Ur boubelenn ? N'eo ket ! N’eo ket !
Ar blanedenn a rankomp saveteiñ
Evit alaniñ, ret eo he gwareziñ
Dorn ha dorn ! Holl asambles !
Skoaz-ouzh-skoaz gant madelezh !

2) Indianed Marmouzed
gant Bolsonaro skarzhet
Koadeier distrujet
Loened gwallgaset

Amazonia ! Ur fornigell, N'eo ket ! N‘eo ket !
Ar blanedenn a rankomp saveteiñ
Evit alaniñ, ret eo he gwareziñ
Dorn ha dorn ! Holl asambles !
Skoaz-ouzh-skoaz gant madelezh !

3) Inuited Balumed
Gant an tommder beuzet
Morskorneg teuzet
Arz polel lazhet

Ahel an norzh ! Un drovan ! N'eo ket ( 2 wech)
Ar blanedenn a rankomp saveteiñ
Evit alaniñ, ret eo he gwareziñ
Dorn ha dorn ! Holl asambles !
Skoaz-ouzh-skoaz gant madelezh !

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)

Lutig

Deus'Ta

1
Profet ez eus bet din
Ur c’horrig vit ar jardin
Anvet ‘ meus ‘neañ Lutig ! O !
Pegen brav ha moutik
Perak eo du da bennig ?
C’hoant ober tro ar bed ! E !
Em liorzh ez out ken bravig ?

Lutig ! Lutig !
Pelec’h emaout, va c’horrig ?
Lutig ! Lutig ! Pelec’h emaout ?
Lutig ! Lutig !
Pelec’h emaout, va c’horrig ?
Lutig ! Lutig ! Pelec’h emaout ?

2
Ul lizher ‘m eus bet
Eus ar Stadoù Unanet
Lutig petra ‘ welan ? O !
‘Emaout gant un Indian
Petra ‘rez aze Lutig ?
‘n deltenn ‘maout o chom !E !
Em liorzh e vefes bravig
3
Kelier da boent mer’nn
Gwelet a ran Big Ben
Lutig zo e Londrez! O!
‘Mañ gant ar rouanez
Petra ‘rez aze Lutig ?
O straniñ e Hide Park E !
Em liorzh e vefes bravik
4
Setu ur gartenn-bost
O tont eus a Vro Laos
Lutig va c’horrigan ! O !
War gein un olifant
Petra ‘rez aze Lutig ?
Ha n’eo ket re domm dit ?E !
Em liorzh e vefes bravig
5
‘R gazetenn oan o lenn
‘R pennad war Vro Yemen
Lutig zo en dezerzh ! O !
N’eus ket ken a nerzh
Petra ‘rez aze Lutig ?
Poent bras eo dit distreiñ ! E !
Em liorzh e vefes bravig

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)

Anaout a reoc’h Karg-e-doull eta
An aerouant bras a lonke kement tra
E vamm doa anvet ane’añ Karg-e-doull
Ha bemdez ‘veze o nijal dreist ar c'houmoul

Diskan x2:
Karg-e-doull ! Karg-e-doull
N’out ket un aerouant koul
Arabat dit debriñ pep tra !
Rak war an daol ‘vez peadra !

Naon bras en devoa pa oa bihan toutik
Ma lonke ar vugale vev gant lipig
Ha bremañ ar sorserez war he balaenn
Vo lonket buan hep sukr na pebr nag holenn

Diskan x2:

‘R skol lipous eo skol diwan Kerangoff
D’an traoñv bet kaset buan gant dek mil pruno
Ha bremañ tudoù p'en deus lonket kement
Emañ ‘tislonkañ tan ti ar bomperien

Karg-e-doull ! Karg-e-doull
N’out ket un aerouant koul
Arabat dit debriñ pep tra !
Rak war an daol ‘vez peadra !

Karg-e-doull Karg-e-doull
N’out ket un aerouant koul
Da pep hini e lod
E giz-se ‘vo ar mod

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)

War he zroterez o pourmen
Kabellig ruz a zo laouen
Ha da vare kreisteiz
Ec’h erru gant ar bleiz.

Re wir ! Re wir ! Tudoù
An dra se n’eo ket bidennoù
Re wir ! Re wir ! Tudoù
An dra-se n’eo ket bidennoù

Deomp d’ober ur redadeg
N’eo ket vit ar Brezhoneg
Met ur redadeg mar plij
War skubellennoù-nij.

E degouezh ar redadeg
A embann al loen blevek
N’eo ket ul linnen a vo
Met genoù bras ur vougev

Barrek-kenañ eo Kabellig
A c’haoliad war he skubellig
Emañ hi o tic’hastiñ
Aotrou Bleiz o straniñ

Allas ! Allas ! Allas !
Er vougev pa erruas
En dro da gabellig ruz
Un degad Bleizi kuzh

Ha kerkent eo bet paket
Da boazhañ bet lakaet
En ur mell gaoter ruz
Gant leun a lipig druz.

Ma c’hoarvezh deoc’h un deiz
Mont da bourmen gant ur bleiz
Rabat deoc’h mar plij
Mont war skudellennou nij

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)

Azezet war va c'hador emaon c’hoazh oc’h huñvreal
Enouet on un tammig gant istor bras Bro C'hall.
Azezet war va c'hador er mor emaon o neuial
War gein mell olifanted ne blij ket dezho dour sal

N'on ket, n’on ket, n’on ket dedennet kalz
Gant ar pezh, gant ar pezh, gant ar pezh a welan bemdez.
N'on ket, n’on ket, n’on ket dedennet kalz
Gant ar pezh, gant ar pezh, gant ar pezh a welan bemdez.

Azezet war va c'hador emaon c’hoazh oc’h huñvreal
Touchennoù an urzhiataer ‘zo redek war va lerc'h.
Azezet war va c'hador emaon va un’ o pourmen
E karr ur vuoc'hig doue a roul e-kreiz an hent.

Diskan

Azezet war va c'hador va gomenn ha va stilo
O c'hoari gant laboused e-barzh koufr bras an oto.
Azezet war va c'hador atav ‘maon o huñvreal...
Asterix hag Obelix gant un tutu o nijal.

Diskan

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)
  • 1 autre(s) fichier(s) téléchargeable(s)

Un tasmant zo o chom er Gapusined
Avaloù ruz din-me en doa kinniget
Tostaet eo Peppa Pig a oa o sellet
Taol evezh, ar re se zo ampoezonet

Ha me da dec’het kuit !
Brest a zo ur gêr iskis
Deomp kuit d’ur c'harter all
Emichañs vo ket ken fall
Deomp kuit d’ur c'harter all
Emichañs vo ket ken fall

Ha goude trankil war an draezhenn ledet
Ganin oa deuet da zañsal korriganed
Yoshi a oa war e serviedenn ledet
« Kea da Sant-Varzhin, e mod all vi kelc'hiet »

D’greisteiz e oan erruet e Sant-Varzhin
Sorserez du ar c’harter a gomz ouzhin :
« Madigoù ha chokolad ‘roin deoc’h
I TI da lar’ « Pellgomz d'ar gê-ar kentoc’h ».

Ha betek Lambe on bet gant ar bibus
Er bourg 'oa ur siklop gant ur penn spontus
« Naon bras am eus. Eme, ar paotr unlagad »
« Kerzh buan kuit » a laras ur penn-dañvad

Ha dao e-barzh an tram war-zu Kerbêr
Unan bennak a laras : « Deus d’ar gê-ar »
War ‘r blasenn e oa leun a Boulpikaned
« Deus du-mañ buan’ta » eme ar Stromfed

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)
  • 1 autre(s) fichier(s) téléchargeable(s)

1/ Gantañ e pignomp uhel

Hag e welomp ar c'hastell

Gantañ e pignomp goustadik

Pa gren e krog ar hillig

Diskan:

Pignomp'ta 'barzh ar fungarr

Gwelet'vo'bern traoù dispar!

Deomp gant an teleferik

Da welet ur bern traoù chik!

O ! O ! O ! O !

O ! O ! O ! O !

2/ Gwelet e vez an tour Tangi

Ouzh o stag war ar Penfell

Luskellet gant an avel...

3/ Gwelet a rimp pont Rekourañs

Pelloc'h un tamm war al lenn-vor

Kalz Listri deuet d'ar goudor

4/ Mont a rimp d'ar Gapusined

Da adkavout hor mignoned

Holl asambles 'vit kanañ

En eil abadenn DEUS'TA

Contenu téléchargeable

  • 1 fichier(s) audio(s)
  • 1 autre(s) fichier(s) téléchargeable(s)