DEOMP DA BOURMEN

O ya, deomp, Da bourmen (3w)
O ya, deomp, Da bourmen
Betek ar broioù estren

Me 'garfe mont da Dokio
Kêrbenn Bro-Japan
Pa c'hounezin el loto
Da brenañ ur c'harr-tan

Me 'garfe mont da Bekin
Kêrbenn Bro-China
Da zebriñ riz ha bezhin
Ha boued eus ar gwellañ

Me 'garfe mont da Londrez
Kêrbenn Bro-Saoz
Mogidell a vez bemdez
An arnev a zo kaoz

Me 'garfe mont da Wiseni
Kêrbenn Bro-Bagan
Rak enno 'touez an tali
Vez kavet pezhioù arc'hant

Me 'garfe mont da Rosko
Kêrbenn Breizh-Izel
Naig Rozmor a zo eno
O c'hoari ar rimadell

Ton