‘Barzh ar porzh-skol
Delioù a gouezh en heol
Hiziv eo brav an deiz,
Avelig ‘gan er gwez.
Bugale, bugale er skol
O c’hoari er porzh skol
Dre ar prenestr, trouz ar mor
Ha serriñ ‘ran an nor
Mouez skiltr ur gouelan
Er porzh ar bigi a gan
Va skol ‘ !zo ‘r vag dre lien
Deomp trezek an enezenn
Bugale, bugale er skol
O c’hoari er porzh skol
Dre ar prenestr, trouz ar mor
Serriñ ‘ran an nor
Arabat serriñ an nor !
Skiantoù vo war vor !
Ar goelan a gomzo galleg !
An avel a c’hwezo brezhoneg !
Bugale, bugale er skol
O c’hoari er porzh skol
Dre ar prenestr, trouz ar mor
Digeriñ a ran an nor !