Tonioù diembann

Tonioù n'o deus ket kavet o plas war ur bladenn c'hoazh a zo o c'hortoz amañ. Krouidigezhioù, awen an devezh, testennoù hep sonerezh, round pagan evit ar re vihan hag ar re vras ... e Galleg hag e Brezhoneg ...

Klask dre rummad

1
Pa ya dek war e giz
War nav e kouezh atav

DISKAN
O lala lala lala
Na strobet an niveroù
O lala lala lala
Na strobet an niveroù

2
En ur gilañ war eizh
Alies e stok ouzh seizh

3
Hag ur pennad war-lerc’h
’Ya da stekiñ ouzh c'hwec'h

4
N’eo ket sempl evit pemp
Dilavar, harp ouzh pevar

5
Rak tri a sav e fri
‘Vit gla-ask laoù da zaou

6
Zo o c’hoari bilibann
Gant ar pa-our kaezh unan

7
Siwazh ar paour kaezh unan
N eus paket ar berr alan

8
Met zero a zo o tiwall
E yafe an holl da fall


Round Ar «Redadig »

1
Al lapin bihan hag ar c’hi
O tañsal round en dro d’an ti

Diskan
Fardigoudennig tralala
Vit ar redadeg rigordennig
Vit ar brezhoneg rigordo

2
Al logodenn hag ar c’hazh
O tañsal round en Enez Vazh

3
Al louarnig hag ar yar
O tañsal round ‘barzh an ti gar

4
Ar rekin glas hag ar vaot
O tañsal round war vord an aod

5
Ar sparfel rouz hag an dred
O tañsal round a-raok ar pred

6
Ar silienn hag ar c’hrank
O tañsal round e-barzh ar fank


Round ar vugale
« Billie »

A benn 10 munutenn
Billie a vo kousket
A benn 10 munutenn
Billie a vo kousket

Tremenet eo ar bornig
Poent dezhi ober chouchig
Kousk kousk eta Billie
Kousk kousk eta Billie

Kousk kousk eta Billie
Kousk kousk eta Billie

A benn 9 munutenn
Billie a vo kousket
A benn 9 munutenn
Billie a vo kousket