Bihan eo Titi an dolfin
Sot pitilh gant ar bezhin
Spontet gant Rex ar rikin
Gwall debrer pesked fin
Fons ar mor en doa kavet
Ur c’houfr boemus kuzhet
Gouarnet gant ur c’hraken
Dezhañ brec’hennoù lemm
Klasket gant lod laerez ‘nezhan
Paket brav e oant bet gantañ
Troet da gorfoù-eskern.
Brasoc’h brasañ ar bern
Titi gant e vignoned
‘N dourvarc’h hag an unkorneg
Zivizas laerez en tenzor
Digant ar c’hraken lovr
Kontamniñ rejont anezhañ
Gant an ampoezon fallañ
‘N ampoezon ‘lak an holl
Da zañsal Rock and roll
Dañsal ar rock e kement lec’h,
En ti en traon en ti en ec’h
Er c’hav hag er c’halatrez O !
Betek er c’horniou prevez
Hag aet ‘oa kuit ar c’hraken daonet
Hag ar c’houfr bras oa bet digoret
Petra an diaoul a oa ennañ O !
Karotez bras-kenañ.
Ha taolet ‘bet ur garotezenn
B Diouzhtu war gein ur pezh mell wagenn
Erru’t ar garotezenn O !
War draezhenn ar Vilin Wenn.
Ul lapin bihan en doa he c’hrignet,
Ha buan-ha)buan en doa he lonket!
Ha eñ o kregiñ da zañsal O !
Ar rock’n’roll betek Gwital