Toull ar Broc’h

Diskan
Gant Toull ar Broc’h
Me a lavar deoc’h
Gant Toull ar Broc’h
N’eus ket a beoc’h

1
‘Baradoz al liñserioù
Er goudor an huñvreoù
Strakerez ha kudurun
Vez ingal hed ar sizhun

Pa tihun diouzh ar mintin
Vez ket ur muzig lirzhin
Pa sach war al liñserioù
E laosk un nebeud brammoù

2
Difoupañ a ra kerkent
Aveliñ ra e skevent
Gant kement-all a vec’h
Ma tiroll brammoù sec’h

Pa lak e votoù rouz
Ken pounner eo e foñs
Ma rank tav poaniañ spontus
Gant strakadennoù flaerius

3
Ha ma n’eo ket un druez
Rankout gouzañv hennez
Eme ar baour kaez Mari
Ur spilhenn ouzh e fri

Paouez Hiroshima
Lavar Mari hep ehanañ
Va gwreg na rez kez ket bil
Rak prestig vo Tchernobil

4
‘N abaster eo ar gwasañ
Re didrouz a deu gantañ
Vel reoù ar seurezed
Diwarno na pet zo marvet

Zoken pa vez gant ‘r zifern
N’eus fin ebet d’an ifern
Difoutre ma vez flaer
Laouen tav ar brammer

Gwelloc'h brammañ e-kreiz ar vro
Eget mervel en c'hwign-tro

Ton