HA CHANTAL KEMENT-ALL ! ! ! ! !

An deiz all kichen Gwital
O lalalalala leno
On en em gavet gant Chantal
O lalalalala leno

Oa ket brav an amzer
An arnev a oa pounner
Ha Chantal kement-all
Ar bleunioù a oa o kreskiñ
Ar gwez a oa o vronsiñ ……..
Ar marc’h o c’hourichal
Ar yar a oa o klochal……….

Evit ober brav dezhi lala
Ni omp daou d’an ostaleri lala

Drebet ul legestr lostek
E bavioù a oa bleveg……….
Da heul oa ur silienn
A denne d’un andulienn........
Ul lipig graet gant dienn
Gantañ oa flear ar c’hignenn……….

Ha Kaset va lip-e-bav
En otel bras e penn ar sav

Ar melezour oa ket stabil
Un tammig en distribilh……..
Ha war ar gwele lid
E ioa gwiad kenid……..
Dindan al liñserioù gwenn
E ioa leun a c’hwenn......
Va ostilhoù maes o stal
Kerkent ’grogas da fringal ....

Audio