STROB AN NIVEROÚ

DISKAN
O lala lala lala
Na strobet an niveroù
O lala lala lala
Na strobet an niveroù

1
Pa ya dek war e giz
War nav e kouezh atav

En ur gilañ war eizh
Alies e stok ouzh seizh

2
Hag ur pennad war-lerc’h
’Ya da stekiñ ouzh c'hwec'h

N’eo ket sempl evit pemp
Chom dilavar, harp ouzh pevar

3
Rak tri a sav e fri
‘Vit gla-ask laoù da zaou

A zo o c’hoari bilibann
Gant ar pa-our kaezh unan

4 Siwazh ar paour kaezh unan
Zo paket gant ar berr alan

Met zero a zo o tiwall
E yafe an holl da fall

Audio