TUD AR BED

1
K: War bern lastez Santiago
Vez ket boued ‘vit Antonio
D: War bern lastez Santiago
Vez ket boued ‘vit Antonio
K: Met er City ‘mañ un aotrou
O tispakañ e viliardoù 1 2

Diskan :
Tud pinvidik ha tud paour,
Toull o roched, leun a aour
Tud pinvidik ha tud paour,
Toull o roched, leun a aour

2
Pa vez sec’hor er Rouanda
Vez bugale ’tav o leñvañ
E keit se e Kalifronia
Ar yaouankiz oc’h en em strujañ

3
E Sumatra krenoù douar
O lakaat an dud en arvar
Hag e-keit-se e Malibou
Donald Trump ...... e vakañsoù

4
Amaziona vez distrujet
An Indianed a vez skarzhet
Er Bodegas e Bro Spagn
Vez an dud o lonkañ champagn

Audio