Pok-ha-pok

Ne blij ket din
Pokoù va c’hoar
Ganti vez pokoù gleb ha klouar

Ne blij ket din
Pokoù va breur
Gantañ vez pokoù n’eus forzh peur

Ne blij ket din
Pokoù va zad
Gantañ vez pokoù marc'had-mat

Ne blij ket din
Pokoù va c’hi
Gantañ vez pokoù leun a vec’hi

Ne blij ket din
Pokoù va c’hazh
Gantañ vez pokoù hag a lazh

Plijout a ra din
Pokoù va mamm
Ganti vez pokoù kouign amann

Plijout a ra din
Pokoù va dous
Ganti vez pokoù c’hwek ha lipous