Ar Furlukin
Unan daou tri ruz e fri
Pevar pemp c’hwec’h E dok d’an ec’h
Seizh eizh nav e vragez d’an traoñ
Sell ta piv ? sell ta piv ?
piv ? piv ?
Me eo ar furlukin farsus !
DEK
KOUMOUL DU
1
Koumoul du, koumoul du
Kit d’ar gêr kit d’ar gêr
Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr diouzhtu
2
Koumoul gris koumoul gris
Tec’hit kuit, tec’hit kuit
Koumoul gris koumoul gris
Tec’hit kuit war ho kiz
3
Amzer fall amzer fall
Kae da sutal kea da sutal
Amzer fall amzer fall
Kae da sutal ‘n ur vro all
4
Barroù glav barroù glav
Kit da c’hlebiañ Kit da c’hlepiañ
Barroù glav barroù glav
Kit da c’hlebiañ da bell vro
Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne ‘bet
A vo sec’h ha kras
Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne bet
A vo sec’h ha kras
5
Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr kit d’ar gêr
Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr diouzhtu
6
Koumoul gris koumoul gris
Deuit en-dro deuit en-dro
Koumoul gris koumoul gris
Deuit en-dro war ho kiz
7
Amzer fall amzer fall
Deus da sutal deus da sutal
Amzer fall amzer fall
Deuit da sutal ha da strakal
8
Barrou glav barroù glav
Deuit da c’hlebiañ
Deuit da c’hlebiañ
Deuit da c’hlebiañ ar vro
Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne ‘bet
A vo sec’h ha kras
Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne bet
A vo sec’h ha kras
SOUBENN AR PATATEZ
Dec’h d‘an noz em boa debret soubenn,
soubenn
Soubenn ar patatez,
patatez.
Dec’h d’an noz em boa debret soubenn
Soubenn ar patatez
Ha va mamm ‘doa lâret din:
Diskan :
Dibab ul loa, dibab ul loa,
Dibab ul loa, dibab ul loa.
Er mintin-mañ em boa debret soubenn,
Soubenn ar patatez, patatez.
Ha va mamm ‘doa lâret din:
Emaon o vont da zebriñ soubenn
Soubenn ar patatez, patatez.
Ha va mamm a lâro din:
N’em bo ket ken a soubenn:
Soubenn ar patatez, patatez.
Rak va mamm a zo o paouez
Diskan :
Lipat he loa, lipat he loa,
Lipat he loa, lipat he loa
BOUBOU
Boubou da va fenn
Setu paket ar boan benn
Boubou da va c'hof
Setu paket ar boan gof
Boubou da va gouzoug
Setu paket ar boan gouzoug
Toudoudoud Toudoudou
Erru karr ran aotrou Poulloud
Tididin tididin
Erru ar medisin

