Les Inédits

Dindan ar rummad Lokournan pe Kastell pe Ploueskad pe Deus ta pe Nedeleg Landerne pe c'hoazh Skol Kervaria e kavit ar c'hanaouennou a vo kanet evit degouezhiou kanañ tremenet pe o tont Les chansons qui n'ont pas (encore) trouvées leur place sur un CD se trouvent ici. Nouvelles compos, inspiration du jour, textes en attente de muzik, round pagan pour petits et grands.... en Français, e Brezhoneg.... Vous trouverez aussi les chansons des différents projets passés ou en cours.

Filtrer par catégorie

Pokou

Kervaria

Pok-ha-pok

Ne blij ket din
Pokoù va c’hoar
Ganti vez pokoù gleb ha klouar

Ne blij ket din
Pokoù va breur
Gantañ vez pokoù n’eus forzh peur

Ne blij ket din
Pokoù va zad
Gantañ vez pokoù marc'had-mat

Ne blij ket din
Pokoù va c’hi
Gantañ vez pokoù leun a vec’hi

Ne blij ket din
Pokoù va c’hazh
Gantañ vez pokoù hag a lazh

Plijout a ra din
Pokoù va mamm
Ganti vez pokoù kouign amann

Plijout a ra din
Pokoù va dous
Ganti vez pokoù c’hwek ha lipous


DOUAR DOUR HA TAN

1
Dour dour dour
Vit gounit karotez ha pour
Dour dour dour
Vit gounit karotez ha pour

2 Tan tan tan
Da dommañ e goan da Yann
Tan tan tan
Da dommañ e goan da Yann

3 Douar douar douar
Vit kreskiñ mat d’ar mouar
Douar douar douar
Evit kreskiñ mat d’ar mouar

4 Dour, dour, dour
Vit gwalc'hiñ an daouarn lous
Dour, dour, dour,
Vit livañ gloan dañvad dous

5 Tan, tan, tan,
Vit sklerijennañ ho ti
Tan, tan, tan,
Vit ijinañ patati.

6 Douar, douar, douar,
Vit hadañ geot ha bleunioù.
Douar, douar, douar
Vit sevel boloumigoù


Ar Furlukin

Unan daou tri ruz e fri

Pevar pemp c’hwec’h E dok d’an ec’h

Seizh eizh nav e vragez d’an traoñ

Sell ta piv ? sell ta piv ?

piv ? piv ?

Me eo ar furlukin farsus !

DEK


KOUMOUL DU

1
Koumoul du, koumoul du
Kit d’ar gêr kit d’ar gêr
Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr diouzhtu

2
Koumoul gris koumoul gris
Tec’hit kuit, tec’hit kuit
Koumoul gris koumoul gris
Tec’hit kuit war ho kiz

3
Amzer fall amzer fall
Kae da sutal kea da sutal
Amzer fall amzer fall
Kae da sutal ‘n ur vro all

4
Barroù glav barroù glav
Kit da c’hlebiañ Kit da c’hlepiañ
Barroù glav barroù glav
Kit da c’hlebiañ da bell vro

Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne ‘bet
A vo sec’h ha kras

Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne bet
A vo sec’h ha kras

5 Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr kit d’ar gêr
Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr diouzhtu

6
Koumoul gris koumoul gris
Deuit en-dro deuit en-dro
Koumoul gris koumoul gris
Deuit en-dro war ho kiz

7
Amzer fall amzer fall
Deus da sutal deus da sutal
Amzer fall amzer fall
Deuit da sutal ha da strakal

8
Barrou glav barroù glav
Deuit da c’hlebiañ
Deuit da c’hlebiañ
Deuit da c’hlebiañ ar vro

Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne ‘bet
A vo sec’h ha kras

Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne bet
A vo sec’h ha kras


SOUBENN AR PATATEZ

Dec’h d‘an noz em boa debret soubenn,
soubenn
Soubenn ar patatez,
patatez.
Dec’h d’an noz em boa debret soubenn
Soubenn ar patatez
Ha va mamm ‘doa lâret din:

Diskan :
Dibab ul loa, dibab ul loa,
Dibab ul loa, dibab ul loa.

Er mintin-mañ em boa debret soubenn,
Soubenn ar patatez, patatez.
Ha va mamm ‘doa lâret din:

Emaon o vont da zebriñ soubenn
Soubenn ar patatez, patatez.
Ha va mamm a lâro din:

N’em bo ket ken a soubenn:
Soubenn ar patatez, patatez.
Rak va mamm a zo o paouez

Diskan :
Lipat he loa, lipat he loa,
Lipat he loa, lipat he loa


Boubou

Kervaria

BOUBOU

Boubou da va fenn
Setu paket ar boan benn

Boubou da va c'hof
Setu paket ar boan gof

Boubou da va gouzoug
Setu paket ar boan gouzoug

Toudoudoud Toudoudou
Erru karr ran aotrou Poulloud

Tididin tididin
Erru ar medisin