
Contenu téléchargeable
- 1 fichier(s) audio(s)
- 1 autre(s) fichier(s) téléchargeable(s)

Contenu téléchargeable
- 1 fichier(s) audio(s)
- 1 autre(s) fichier(s) téléchargeable(s)

Bihan eo Titi an dolfin
Sot pitilh gant ar bezhin
Spontet gant Rex ar rikin
Gwall debrer pesked fin
Fons ar mor en doa kavet
Ur c’houfr boemus kuzhet
Gouarnet gant ur c’hraken
Dezhañ brec’hennoù lemm
Klasket gant lod laerez ‘nezhan
Paket brav e oant bet gantañ
Troet da gorfoù-eskern.
Brasoc’h brasañ ar bern
Titi gant e vignoned
‘N dourvarc’h hag an unkorneg
Zivizas laerez en tenzor
Digant ar c’hraken lovr
Kontamniñ rejont anezhañ
Gant an ampoezon fallañ
‘N ampoezon ‘lak an holl
Da zañsal Rock and roll
Dañsal ar rock e kement lec’h,
En ti en traon en ti en ec’h
Er c’hav hag er c’halatrez O !
Betek er c’horniou prevez
Hag aet ‘oa kuit ar c’hraken daonet
Hag ar c’houfr bras oa bet digoret
Petra an diaoul a oa ennañ O !
Karotez bras-kenañ.
Ha taolet ‘bet ur garotezenn
B Diouzhtu war gein ur pezh mell wagenn
Erru’t ar garotezenn O !
War draezhenn ar Vilin Wenn.
Ul lapin bihan en doa he c’hrignet,
Ha buan-ha)buan en doa he lonket!
Ha eñ o kregiñ da zañsal O !
Ar rock’n’roll betek Gwital
Contenu téléchargeable
- 1 fichier(s) audio(s)
- 1 autre(s) fichier(s) téléchargeable(s)

Banne glav ebet ‘baoe bloaz
Disec’h eo ar c’hoadoù siwazh
Teñval du buhez al loened
Trist kenañ ha fall galonet
‘R pezh taol arnev a-daol-trumm
Glav ha luc’hed ha kudurun
‘R burzhud kaer war an draonienn
‘L loened troet da sonerien
Nag a reuz Nag a reuz
Nag a reuz er c’hoad
Nag a reuz Nag a reuz
Nag a reuz er c’hoad
Trompilh gant an aotrou lapin
Violoñs skiltr gant an heureuchin
Gitar lektrik gant ar bleiz,
Bombard gant ar pemoc’h gouez
Piano tredan ar c’hazh-koad
Boest an diaoul oa gant ar c’had
Gant al louarn ‘n dreujenn gaol
Al laboused ‘ren an holl
Diskan
Sul d’an noz ‘oa Rap Opera
Merc’her ‘oa un Tekno Salsa
Sadorn fest-deiz ha fest-noz
Gwener Reggae ar re gozh
Met ar gwez a lâras : O !
‘Walc’h ! a gleme ar gwez dero
Sioul ! a huche ar gwez gistin
Kit da sutal ! Ar gwez ivin
Diskan
Nag ar reuz ‘me ar sorserez
Tan a vezo ! Taolit evezh !
Gant a reuz n’hellan ket kousket
Sioul ‘mod-all vo ket glav ken
Kerkent renket ar binviji
Deuet oa ar sioulder en ti
Holl oant distroet ‘n o glud
Gwez, sorserez o roc’hal yud
Diskan 3
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Nag a roc’h Nag a roc’h er c’hoad
Contenu téléchargeable
- 1 fichier(s) audio(s)

1) Touristed Martoloded
Diwallit d'ar baoted
Diwallit d’ar pesked
D’ar plastik bannet
Ar meurvor ! Ur boubelenn ? N'eo ket ! N’eo ket !
Ar blanedenn a rankomp saveteiñ
Evit alaniñ, ret eo he gwareziñ
Dorn ha dorn ! Holl asambles !
Skoaz-ouzh-skoaz gant madelezh !
2) Indianed Marmouzed
gant Bolsonaro skarzhet
Koadeier distrujet
Loened gwallgaset
Amazonia ! Ur fornigell, N'eo ket ! N‘eo ket !
Ar blanedenn a rankomp saveteiñ
Evit alaniñ, ret eo he gwareziñ
Dorn ha dorn ! Holl asambles !
Skoaz-ouzh-skoaz gant madelezh !
3) Inuited Balumed
Gant an tommder beuzet
Morskorneg teuzet
Arz polel lazhet
Ahel an norzh ! Un drovan ! N'eo ket ( 2 wech)
Ar blanedenn a rankomp saveteiñ
Evit alaniñ, ret eo he gwareziñ
Dorn ha dorn ! Holl asambles !
Skoaz-ouzh-skoaz gant madelezh !
Contenu téléchargeable
- 1 fichier(s) audio(s)

1
Profet ez eus bet din
Ur c’horrig vit ar jardin
Anvet ‘ meus ‘neañ Lutig ! O !
Pegen brav ha moutik
Perak eo du da bennig ?
C’hoant ober tro ar bed ! E !
Em liorzh ez out ken bravig ?
Lutig ! Lutig !
Pelec’h emaout, va c’horrig ?
Lutig ! Lutig ! Pelec’h emaout ?
Lutig ! Lutig !
Pelec’h emaout, va c’horrig ?
Lutig ! Lutig ! Pelec’h emaout ?
2
Ul lizher ‘m eus bet
Eus ar Stadoù Unanet
Lutig petra ‘ welan ? O !
‘Emaout gant un Indian
Petra ‘rez aze Lutig ?
‘n deltenn ‘maout o chom !E !
Em liorzh e vefes bravig
3
Kelier da boent mer’nn
Gwelet a ran Big Ben
Lutig zo e Londrez! O!
‘Mañ gant ar rouanez
Petra ‘rez aze Lutig ?
O straniñ e Hide Park E !
Em liorzh e vefes bravik
4
Setu ur gartenn-bost
O tont eus a Vro Laos
Lutig va c’horrigan ! O !
War gein un olifant
Petra ‘rez aze Lutig ?
Ha n’eo ket re domm dit ?E !
Em liorzh e vefes bravig
5
‘R gazetenn oan o lenn
‘R pennad war Vro Yemen
Lutig zo en dezerzh ! O !
N’eus ket ken a nerzh
Petra ‘rez aze Lutig ?
Poent bras eo dit distreiñ ! E !
Em liorzh e vefes bravig
Contenu téléchargeable
- 1 fichier(s) audio(s)

Anaout a reoc’h Karg-e-doull eta
An aerouant bras a lonke kement tra
E vamm doa anvet ane’añ Karg-e-doull
Ha bemdez ‘veze o nijal dreist ar c'houmoul
Diskan x2:
Karg-e-doull ! Karg-e-doull
N’out ket un aerouant koul
Arabat dit debriñ pep tra !
Rak war an daol ‘vez peadra !
Naon bras en devoa pa oa bihan toutik
Ma lonke ar vugale vev gant lipig
Ha bremañ ar sorserez war he balaenn
Vo lonket buan hep sukr na pebr nag holenn
Diskan x2:
‘R skol lipous eo skol diwan Kerangoff
D’an traoñv bet kaset buan gant dek mil pruno
Ha bremañ tudoù p'en deus lonket kement
Emañ ‘tislonkañ tan ti ar bomperien
Karg-e-doull ! Karg-e-doull
N’out ket un aerouant koul
Arabat dit debriñ pep tra !
Rak war an daol ‘vez peadra !
Karg-e-doull Karg-e-doull
N’out ket un aerouant koul
Da pep hini e lod
E giz-se ‘vo ar mod
Contenu téléchargeable
- 1 fichier(s) audio(s)

War he zroterez o pourmen
Kabellig ruz a zo laouen
Ha da vare kreisteiz
Ec’h erru gant ar bleiz.
Re wir ! Re wir ! Tudoù
An dra se n’eo ket bidennoù
Re wir ! Re wir ! Tudoù
An dra-se n’eo ket bidennoù
Deomp d’ober ur redadeg
N’eo ket vit ar Brezhoneg
Met ur redadeg mar plij
War skubellennoù-nij.
E degouezh ar redadeg
A embann al loen blevek
N’eo ket ul linnen a vo
Met genoù bras ur vougev
Barrek-kenañ eo Kabellig
A c’haoliad war he skubellig
Emañ hi o tic’hastiñ
Aotrou Bleiz o straniñ
Allas ! Allas ! Allas !
Er vougev pa erruas
En dro da gabellig ruz
Un degad Bleizi kuzh
Ha kerkent eo bet paket
Da boazhañ bet lakaet
En ur mell gaoter ruz
Gant leun a lipig druz.
Ma c’hoarvezh deoc’h un deiz
Mont da bourmen gant ur bleiz
Rabat deoc’h mar plij
Mont war skudellennou nij
Contenu téléchargeable
- 1 fichier(s) audio(s)