Les Inédits

Dindan ar rummad Lokournan pe Kastell pe Ploueskad pe Deus ta pe Nedeleg Landerne e kavit ar c'hanaouennou a vo kanet evit degouezhiou kanañ trement pe o tont Les chansons qui n'ont pas (encore) trouvées leur place sur un CD se trouvent ici. Nouvelles compos, inspiration du jour, textes en attente de muzik, round pagan pour petits et grands.... en Français, e Brezhoneg.... Vous trouverez aussi les chansons des différents projets passés ou en cours.

Filtrer par catégorie

ROUND AR MADIGOU
1
Kavet meus 5 madig
E barzh va godellig
Kavet meus 5 madig
E barzh va godellig

Sunomp Sunomp un all
Rak ur madig yopopop
Sunomp sunomp un all
Rak ur madig n’eo ket fall
Sunomp Sunomp un all
Rak ur madig yopopop
Sunomp sunomp un all
Rak ur madig n’eo ket fall

2
Kavet meus 4 madig
E barzh va godellig

3
Kavet meus 3 madig
E barzh va godellig

4
Kavet meus 2 vadig
E barzh va godellig

5
Kavet meus 1 madig
E barzh va godellig

6
N’eus ket ken a vadig
E barzh va godellig


DOUAR DOUR HA TAN

1
Dour dour dour
Vit gounit karotez ha pour
Dour dour dour
Vit gounit karotez ha pour

2 Tan tan tan
Da dommañ e goan da Yann
Tan tan tan
Da dommañ e goan da Yann

3 Douar douar douar
Vit kreskiñ mat d’ar mouar
Douar douar douar
Evit kreskiñ mat d’ar mouar

4 Dour, dour, dour
Vit gwalc'hiñ an daouarn lous
Dour, dour, dour,
Vit livañ gloan dañvad dous

5 Tan, tan, tan,
Vit sklerijennañ ho ti
Tan, tan, tan,
Vit ijinañ patati.

6 Douar, douar, douar,
Vit hadañ geot ha bleunioù.
Douar, douar, douar
Vit sevel boloumigoù


UNAN ! DAOU ! TRI !

Unan daou tri
Stagit mat ar c’hi
Tonton Yann Vari
Pevar pemp c’hwec’h
Kae war e lerc’h
Seizh nav
Deomp da c’hoari ‘tav
DEK !


PEGEN BRAV

1
Ur wech ar bloaz
N’eo ket skuizus
Mont da gas
Profoù plijus

Diskan :
O pegen brav, pegen brav, pegen brav
Bezañ An Tad Nedeleg

2
Ha mont da bell
N’eo ket enoeûs
Leun ar viñsaskell
A draoù burzudus

3
N'eo ket torr-penn
Nozvezh ar Pellgent
Kas va manikin
'Trezek ar ribin

4
Mat e vefe miret
Nedeleg bemdez
‘Vefen ket enoeet
A-hed ar bloavezh

Diskan :
O ! N'eo ket brav ! N'eo ket brav ! N'eo ket brav !
Bezañ An Tad Nedeleg (x 2)


DEOMP DA BOURMEN

O ya, deomp, Da bourmen (3w)
O ya, deomp, Da bourmen
Betek ar broioù estren

Me 'garfe mont da Dokio
Kêrbenn Bro-Japan
Pa c'hounezin el loto
Da brenañ ur c'harr-tan

Me 'garfe mont da Bekin
Kêrbenn Bro-China
Da zebriñ riz ha bezhin
Ha boued eus ar gwellañ

Me 'garfe mont da Londrez
Kêrbenn Bro-Saoz
Mogidell a vez bemdez
An arnev a zo kaoz

Me 'garfe mont da Wiseni
Kêrbenn Bro-Bagan
Rak enno 'touez an tali
Vez kavet pezhioù arc'hant

Me 'garfe mont da Rosko
Kêrbenn Breizh-Izel
Naig Rozmor a zo eno
O c'hoari ar rimadell


Ar Furlukin

Unan daou tri ruz e fri

Pevar pemp c’hwec’h E dok d’an ec’h

Seizh eizh nav e vragez d’an traoñ

Sell ta piv ? sell ta piv ?

piv ? piv ?

Me eo ar furlukin farsus !

DEK


JAKEZ PATATEZ

Diskan
Turlututu deus d’ar ger diouzhtu (x 2)

1
Jakez patatez
Pignet er c’halatrez
Ar c’halatrez zo toull
Jakez a zo pilet pilet war e

Turlututu Deus d’ar ger Diouzhtu / 4

2
Jakez an toutou
Karc’het en e voutou
O vale giz ul laer
Jakez zo pilet pilet war e

3
Jakez ar peul treut
Pignet war ar c’heuneud
An traou ne oan ket stabil
Jakez zo pilet pilet war e

4
Jakez ar pilpous
Torr-penn gant e c’hlabous
O vale vel ur marmouz
Jakez zo pilet pilet war


War ar ster

War ar ster gant va bag
O lavigat O lavigat
War ar ster gant va bag
O lavigat mintin-mat
Ha plouf!
Va bag a zo troc’holiet
Ha plop!
Va dilhad a zo glepiet!


Traoñv an teven

E Kurnig traoñv an teven
Ez zeus dek brennigenn
Er C’hurnig traoñv an teven
Ez zeus dek brennigenn

Diskan :
Un taol nitrat, un taol fostat
Lalalala laleno
Hag an dra–se n’eo ket
Lalalala lalo

Er C’hurnig traoñv an teven
Ez zeus nav brennigenn
Er C’hurnig traoñv an teven
Ez zeus nav brennigenn

………eizh………

………seizh………


E-barzh va c’hlas
O c’hoari las
E vez bepred
Poulpikaned

Diskan :
E barzh va skol ! A ! A !
Na pegen drol ! A ! A !
Ez vez ur bern traoù droch
E barzh va skol ! A ! A !
Na pegen drol ! A ! A !
Ez eus ur bern traoù droch

Ur pezh likorn
A zebr dienn skorn
‘Kreiz ar c’hantin
Tost bep mintin

Er privezioù
Ez eus madigoù
El levraoueg
Ez eus milk-shake

Hag er skol-vamm
‘Zeus un tasmant
A zebr fritez
Gant ar vestrez

Ur suner-gwad
O c’hoari melldroad
Gant un den-bleiz
Hag ur vorganez