Tonioù diembann

Tonioù n'o deus ket kavet o plas war ur bladenn c'hoazh a zo o c'hortoz amañ. Krouidigezhioù, awen an devezh, testennoù hep sonerezh, round pagan evit ar re vihan hag ar re vras ... e Galleg hag e Brezhoneg ...

Klask dre rummad

KOUMOUL DU

1
Koumoul du, koumoul du
Kit d’ar gêr kit d’ar gêr
Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr diouzhtu

2
Koumoul gris koumoul gris
Tec’hit kuit, tec’hit kuit
Koumoul gris koumoul gris
Tec’hit kuit war ho kiz

3
Amzer fall amzer fall
Kae da sutal kea da sutal
Amzer fall amzer fall
Kae da sutal ‘n ur vro all

4
Barroù glav barroù glav
Kit da c’hlebiañ Kit da c’hlepiañ
Barroù glav barroù glav
Kit da c’hlebiañ da bell vro

Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne ‘bet
A vo sec’h ha kras

Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne bet
A vo sec’h ha kras

5 Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr kit d’ar gêr
Koumoul du koumoul du
Kit d’ar gêr diouzhtu

6
Koumoul gris koumoul gris
Deuit en-dro deuit en-dro
Koumoul gris koumoul gris
Deuit en-dro war ho kiz

7
Amzer fall amzer fall
Deus da sutal deus da sutal
Amzer fall amzer fall
Deuit da sutal ha da strakal

8
Barrou glav barroù glav
Deuit da c’hlebiañ
Deuit da c’hlebiañ
Deuit da c’hlebiañ ar vro

Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne ‘bet
A vo sec’h ha kras

Paouezit da glemm
mod all an tamm douar
M’ en deus banne bet
A vo sec’h ha kras


War ar ster

War ar ster gant va bag
O lavigat O lavigat
War ar ster gant va bag
O lavigat mintin-mat
Ha plouf!
Va bag a zo troc’holiet
Ha plop!
Va dilhad a zo glepiet!


Ar Furlukin

Unan daou tri ruz e fri

Pevar pemp c’hwec’h E dok d’an ec’h

Seizh eizh nav e vragez d’an traoñ

Sell ta piv ? sell ta piv ?

piv ? piv ?

Me eo ar furlukin farsus !

DEK


UNAN ! DAOU ! TRI !

Unan daou tri
Stagit mat ar c’hi
Tonton Yann Vari
Pevar pemp c’hwec’h
Kae war e lerc’h
Seizh nav
Deomp da c’hoari ‘tav
DEK !


E Kastell-Paol
‘Vit fourrañ kaol
E ranker, e ranker:
Lakaat ar biz dirak!
Lakaat ar biz tro-kein!
Ober un toullig bihan
Ha plantañ traoù en ennañ.

Hag un taol bougi wougi!
Un taol bougi wougi !
Hep pladañ ar brikoli !
Hep pladañ ar brikoli !

2 Lakaat ar skoaz dirak

3 Ar penn

4 An troad

5 Ar revr


Eur maligorn

K : Eur maligorn dindan ar glao

D: Ur maligorn dindan ar glao

K : Eur maligorn dindan ar glao
Fall an amzer! Warc’hoazh vo brao!

K : Eur maligorn dindan ar glao
Fall an amzer! Warc’hoazh vo brao!

Daou ( 2) valigorn dindan ar glao

Tri (3) maligorn dindan ar glao

Pevar (4 ) maligorn dindan ar glao

Un escargot

K : Un escargot sous des trombes d’eau

D : Un escargot sous des trombes d’eau

K : Un escargot sous des trombes d’eau
Il fait mauvais temps,demain il f'ra beau

D : Un escargot sous des trombes d’eau
Il fait mauvais temps,demain il f’ra beau

2 escargots …..3, 4





ROUND DEIZ HA BLOAZ SKOL GWISENI

1) Kan:
O lidañ ‘maomp dindan an heol
Brennig kranked gant bezhin glas

Diskan :
O lidañ ‘maomp dindan an heol
Brennig kranked gant bezhin glas

Kan :
Tregontved deiz ha bloaz ar skol
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

Diskan
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

2) Divyezhek eo hor skolig deomp ni
Brennig kranked gant bezhin glas

Divyezhek eo hor skolig deomp ni
Brennig kranked gant bezhin glas

Ar chañs-se hon eus e Gwiseni
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

`3) An Aod, hor skol a zo tal kichen
Brennig kranked gant bezhin glas

An Aod hor skol a zo tal kichen
Brennig kranked gant bezhin glas

Un drugar evit mont da bourmen
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

4) Ha da greizteiz ‘vit drebiñ mer’nn
Brennig kranked gant bezhin glas

Ha da greizteiz ‘vit drebiñ mer’nn
Brennig kranked gant bezhin glas

E vezomp staliet tal an draezhenn
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

5) Ha Kroget deus tregont vloaz zo,
Brennig kranked gant bezhin glas

Ha Kroget en deus tregont vloaz zo,
Brennig kranked gant bezhin glas

Gant Jeannette hag oa laouen atav
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

6) Gant he gitar alies e kane
Brennig kranked gant bezhin glas

Gant he gitar alies e kane
Brennig kranked gant bezhin glas

Cécile oa dreist ha gentil tre
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

7) Laouen omp o teskiñ bep mintin
Brennig kranked gant bezhin glas

Laouen omp o teskiñ bep mintin
Brennig kranked gant bezhin glas

Gant Morgane Vinvela Jeannine
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

8) Gant klasoù mouk oranjez melen,
Brennig kranked gant bezhin glas

Gant klasoù mouk oranjez melen,
Brennig kranked gant bezhin glas

Hor skol a zo ur ganevedenn
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

9) Ha Deiz ha bloaz laouen d’an holl
Brennig kranked gant bezhin glas

Ha Deiz ha bloaz laouen d’an holl
Brennig kranked gant bezhin glas

Va c’hanaouenn a zo vont da goll
Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas

Brennig kranked gant bezhin glas
O c’hoari boullou war an treas