Tonioù diembann

Tonioù n'o deus ket kavet o plas war ur bladenn c'hoazh a zo o c'hortoz amañ. Krouidigezhioù, awen an devezh, testennoù hep sonerezh, round pagan evit ar re vihan hag ar re vras ... e Galleg hag e Brezhoneg ...

Klask dre rummad

Toull ar Broc’h

Diskan
Gant Toull ar Broc’h
Me a lavar deoc’h
Gant Toull ar Broc’h
N’eus ket a beoc’h

1
‘Baradoz al liñserioù
Er goudor an huñvreoù
Strakerez ha kudurun
Vez ingal hed ar sizhun

Pa tihun diouzh ar mintin
Vez ket ur muzig lirzhin
Pa sach war al liñserioù
E laosk un nebeud brammoù

2
Difoupañ a ra kerkent
Aveliñ ra e skevent
Gant kement-all a vec’h
Ma tiroll brammoù sec’h

Pa lak e votoù rouz
Ken pounner eo e foñs
Ma rank tav poaniañ spontus
Gant strakadennoù flaerius

3
Ha ma n’eo ket un druez
Rankout gouzañv hennez
Eme ar baour kaez Mari
Ur spilhenn ouzh e fri

Paouez Hiroshima
Lavar Mari hep ehanañ
Va gwreg na rez kez ket bil
Rak prestig vo Tchernobil

4
‘N abaster eo ar gwasañ
Re didrouz a deu gantañ
Vel reoù ar seurezed
Diwarno na pet zo marvet

Zoken pa vez gant ‘r zifern
N’eus fin ebet d’an ifern
Difoutre ma vez flaer
Laouen tav ar brammer

Gwelloc'h brammañ e-kreiz ar vro
Eget mervel en c'hwign-tro


ROUND AR MADIGOU
1
Kavet meus 5 madig
E barzh va godellig
Kavet meus 5 madig
E barzh va godellig

Sunomp Sunomp un all
Rak ur madig yopopop
Sunomp sunomp un all
Rak ur madig n’eo ket fall
Sunomp Sunomp un all
Rak ur madig yopopop
Sunomp sunomp un all
Rak ur madig n’eo ket fall

2
Kavet meus 4 madig
E barzh va godellig

3
Kavet meus 3 madig
E barzh va godellig

4
Kavet meus 2 vadig
E barzh va godellig

5
Kavet meus 1 madig
E barzh va godellig

6
N’eus ket ken a vadig
E barzh va godellig


Boubou

Kervaria

BOUBOU

Boubou da va fenn
Setu paket ar boan benn

Boubou da va c'hof
Setu paket ar boan gof

Boubou da va gouzoug
Setu paket ar boan gouzoug

Toudoudoud Toudoudou
Erru karr ran aotrou Poulloud

Tididin tididin
Erru ar medisin